1. (en deveradoù dirak un av., un ak.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn a denn d'an tremen, d'ar c'has eus un eil lec'h d'egile.
Treuzplantañ. Treuzkas.
2. (en deveradoù, dirak un ak., un ag. pe un av.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn, anvioù-gwan a denn d'udb. zo pe a vez graet a-dreuz, dreist udb., en tu all d'udb.
Treuzwelus, treuzvevañ. Treuzplueg, treuzkiz.
3. (en deveradoù, dirak un ak., un av.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'ar c'hemm neuz, stumm, doare.
Treuzfurmiñ.
4. (en deveradoù dirak un ak. pe un ag.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn a denn d'udb. a vez graet a-dreuz, fall.
Treuzintent.
EVEZH.
Kemm. blot. darn. e deroù an elfenn a lakaer goude "treuz-" ; "k", "t", "p" a chom digemm.