Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Tamm (bihan a-walc'h). Ur bechad soavon. Ur bechad bara. Bechadoù druzoni. Ur bechadig pri. [1954] Pa oan bihan-bihan, pemp bloaz bennak am boa, kerkent ha ma veze lonket diwezhañ tamm ar pred, merenn pe goan, e tapen ur bechad bara, ha raktal er-maez, ha d' al liorzh. & Trl. Ur bechad mat a udb. : un tamm mat anezhañ. Ur bechad mat a zouar. HS. darn, pastell, pezh, pezhiad, troñsad. 2. Bechad sigaretenn : beg sigaretenn. Ur bechad sigaretenn ouzh e veg. [2020] Ur c'hwezh pounner a oa en ti ha ludu an tan, leun a vechadoù sigaretennoù, a oa ledet er-maez eus an oaled war al leur-di.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Pa oan bihan-bihan, pemp bloaz bennak am boa, kerkent ha ma veze lonket diwezhañ tamm ar pred, merenn pe goan, e tapen ur bechad bara, ha raktal er-maez, ha d' al liorzh.

1954
Référence : VAZA p.14

BECHAD : un tamm bihan

1955
Référence : VBRU p.190 gerioù tregeriat rik

ur bechad segalenn

1955
Référence : VBRU p.190 gerioù tregeriat rik (e galleg "un mégot").

Ur c'hwezh pounner a oa en ti ha ludu an tan, leun a vechadoù sigaretennoù, a oa ledet er-maez eus an oaled war al leur-di.

2020
Référence : ARGEL p. 74

L'Office public de la langue bretonne