Télécharger les mots parents bec'h-penn divec'h divec'hiañ dreistbec'h
Klevet d'ar Sulioù ha'r Gouelioù din oferenn sklaer hag anterin. Ar gouelioù dit gourc'hemennet, sell n'o zerri ha mir-i naet. Ur wezh ar bloaz, ma na rez ken, kofes da faotoù en laouen. Da Bask, kemer Salver ar bed hep remors a vec'h na bec'hed [evit na bec'h a bec'hed]. An daouzek deizioù, vijiloù ar sent, sell n'o zerri ha mir-i kent ; ha'r C'horaiz, ma n'en grez kent, pa vezi ur bloaz warn-ugent. Da Wener gant si [evit hep si] ne zebri kig, na da Sadorn ne ri mui.
bec'h
bec'h
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"
D’ar Sul, goude an oferenn-bred, leinet gant ar paotr, pe war ar pemdez, pa n’ ec’h ae ket ar vag d’an aod, Bilzig a gerzhe dre al lanneier, hag e teue gantañ e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenkañ, pakañ ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skubañ ha gwalc’hiñ an div vag.
War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !
bec'h da
bec'h
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!
bec'h warni !
bec'h
teurel ar bec'h war u. b.
Pa blad un dolzennad evel-se dindan pouez ar skorn, ez eo anat e teu bec'h war al lodennoù a zo chomet divec'h pe sammet nebeutoc'h er c'hostezioù, evel pa lakaer ur maen war ur wastellad pri gwak ez eo techet an troioù da frailhañ ha da faoutañ.
« Sach ’ta ! Job. » — « Bec’h d’ar yer ! Lom. » Ar c’hilhog, ar yar, ar bolezig, ar pemoc’h a gavas dezho, me ’zo sur, e oa satanazet ar glud hag ar c’hel.
Bec'h d'ar Gall, a oa e c'her.
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.
A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.
- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.
Ar person -muioc'h-mui a vec'h warnañ-
Bec'h d'ar galleg 'ta, er gêr, er skol hag e pep manifestadeg evit ar brezhoneg.
Un devezh a lakaent neuze da vont gant o bec'h, hag un hanter devezh evit distreiñ er-c'houllo.
Egile, an hini en devoa lakaet ac'hanon da gavout al labour-se, ha ne oa ket ar wech kentañ evitañ da zont er vro-mañ, en devoa tapet ac'hanomp e Kotonou, goude bezañ treuzet ar Sahara gant ar c'harr-nij, ur c'harr-nij bet bec'h warnañ o tont a-benn da dizhout Villa Cisneros, ma rankas ar re a oa e-barzh chom tri pe bevar devezh da c'hortoz en ur c'hoari ar c'hartoù.
Ken pounner hag ur c'horf marv. Peadra da reiñ bec'h d'an archerien ha da gaout poltredoù brav - stourmerien Ai'ta! e ti-post Gwengamp da geñver un abadenn pegsuniañ.
E-pad keit-se e vez [eo] dalc'het al lec'h gant ho kamaraded, n'eo ket echu gant ar stankadeg, ha roet e vez bec'h d'ar boliserien.
Komprenet hon eus e oamp ur bec'h d'ar Stad, d'ar vezeion, d'an apotikerezhioù ha d'ar gevredigezh a-bezh.
Bec'h d'an emvodoù e-lec'h ma vez kollet nerzh evit netra!
Bec'h a-walc'h maz on erruet e'm burev e son ar pellgomz.
Bremañ p'o gwelan en trepas, goude un nozvezh digousk, ur bec'h pounner war ma c'halon, an dra diwezhañ a c'hellan herzel outañ eo reiñ sklêrijenn d'ar gazetennerion.
"Bec'h de'i, tudoù! Goude kregiñ ez eo echuiñ," emezon dezhe da reiñ kalon dezhe rak me ma-unan a wel an holl gempenn-se evel un aner.
Mots précédents
Mots suivants
bec'h