Référence :
GON.II
p.92, livre second, « Prenez garde d’être vu par quelqu’un ».
Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.
Brema me a lavar d'ar pinvidik, d'ar paour : / Mar d-eo mad d'hoc'h hirio ober eur pez labour, / Stagit gant-han dioc'h-tu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalounek oc'h ho poan, / Gan-hoc'h ez ai buanoc'h da benn / Evit choum da zellet, o c'hortoz ann estren.
1867
Référence :
MGK
p54
— Treiñ a ris war va c’hof da sellet e ginou ar puñs, ha goude bezañ lakaet va dorn war va skouarn evit selaou gwelloc’h, e klevis ar c’homzoù-mañ : — Piv bennak e vec’h, e teuit a-berzh Doue. Deuit da reiñ sikour d’an neb en deus poan hag a varvo amañ anez.
Trei a riz var va c’hof da zellet e ginou ar punz, ha goude beza lakeat va dourn var va skouarn evit selaou guelloc’h, e kleviz ar c’homzou-man : — Piou bennag e veac’h, e teuit a berz Doue. Deuit da rei sikour d’an nep en deuz poan hag a varvo aman anez.