[1499, 1659, 1850, 1909] Evn palvezek doñv pe ouez eus ar c'herentiad Anatidae, dezhañ ur gouzoug hir ha gwevn, a arouezer gant e anv meur a spesad eus ar genad Anser.
Gwazi gouez ha gwazi doñv.
[1499] Garz pe gwaz. [1499] Pichon gwaz. [1659] Pichonig gwaz.
&
Ent strizh
Ar spesad Anser anser.
&
Trl. kv.
Sot, diot evel ur waz : sot-kenañ, diot-kenañ.
&
Trl. skeud.
Emañ sant Pêr, an aelez, o tispluñvañ gwazi : erc'h zo oc'h ober.
2. Gwaz louet : ar spesad Anser anser, zo orin an holl ouennoù doñv.
&
Gwaz vailh vihan : ar spesad e anv Anser erythropus, bihanoc'h eget ar spesadoù all.
&
Gwaz beg berr : ar spesad Anser brachyrhynchus.
Référence :
GON.II
pg gwaz, gwazien (Oie, oiseau aquatique et domestique. Pl. En Vannes).
gwe[z]i
gwei
1850
Référence :
GON.II
pg gwaz, gwazien (Oie, oiseau aquatique et domestique. Pl. En Vannes).
gwa[z]i
gwai
1909
Référence :
BROU
p. 248 (en Cornouaille)
gwazi
gwázi
1909
Référence :
BROU
p. 248
Gant koavon, bleud gwinizh, vioù gwazi hag amann, ec’h aoze dezhañ gwestell.
Gant koavon, bleud gwiniz, viou gwazi hag amann, ec’h aoze d’ezan gwestell.
1924
Référence :
SKET.II
p.16
Evel ur gwiñver e skrimpe en uhelañ gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glasvez o c’hernoù, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’hwiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.
Evel eur gwinver e skrimpe en uhela gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glazvez o c’hernou, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’houiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.