Télécharger les mots parents gwaz gwaz-ha-maouez gwazig gwazoniezh
gwaz
gwazed
gwaz Doue
gwaz
Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
Mes evel ne oant ket evit o lakaat da dalvezout, o doa o lodennet etre o mignoned, o gwazed, o servijourien, o brezelidi.
– « Geo 'vat, emezi, klevet am eus gwechall ma gwaz, Doue d'e bardono, gant kaoz an daou grennard-se ».
Setu perak e oa deut ken niverus, kozh ha yaouank, gwazed ha merc'hed, da selaou kannad ar vrezhonegerien a oa ac'hanon, an devezh-se.
An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. » An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ». An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. » An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »
— « Nann ’vat, Job, morse ne vez komzet en ti, dirazon, eus dispignoù ar merc’hed. » — « Feiz, n’eo ket souezhus ; n’eus gwazed nemedoc’h er gêr. »
Me 'zo gwaz, me 'zo paotr youlet-kreñv, ur penn yen, kaer o deus lavarout on barzh...
Tri e oamp eta o tiskenn etrezek ar mor d'ar gwener 23 a viz gouere e bourzh ar binasenn Bonne Espérance, bag hag a zlee chom ganimp goude evit hol labour, ha d'hon heul un ugent bennak a dud, ken gwazed, ken merc'hed, tud hag a oa da vezañ bouedenn hor rummad labourerien.
Daoust ma'm eus poan o krediñ e vije peder maouez ouzh en em lazhañ gant louzoù kousket un deiz hag an deiz war-lerc'h ur gwaz gant kontamm, n'on ket evit lavarout ne c'hell ket bezañ.
Mots précédents
Mots suivants
gwaz