I.
ISTOR
1. Kevrat savet etre ur gwaz (I B) hag e aotrou, dleadoù ha gwirioù gant pep hini.
Roidigezh ar chatal zo manet furm boazetañ ar marc'had a sav ar wazoniezh diwarnañ.
&
Ober gwazoniezh : disklêriañ ez eur gwaz d'ub., en ul lid a-ratozh, ha touiñ fealded dezhañ.
Ober feiz ha gwazoniezh d'e aotrou. Pa varve ur gwaz e klaske e vab mirout an dalc'h oc'h ober gwazoniezh d'e dro. En e oa an aotrou hag an holl a ranke plegañ ha dont d'ober dezhañ feiz ha gwazoniezh.
2. Stad ur gwaz (I B) e-keñver e aotrou, gant an dleadoù hag ar gwirioù stag outi.
Menel ganin a rankot e gwazoniezh e-pad bloaz. Dianzav a reas e warezour direizh hag en em lakaas, a-unan gant ar gêr, e gwazoniezh gant Alan III. Ne felle ket da Nevenoù anzav gwazoniezh d'ar roue frank : anzav bezañ e waz.
II.
Dre ast.
Beli ub. galloudus.
Roskoiz o deus lakaet tri-c'hant vloaz d'en em zizober eus gwazoniezh Kastell-Paol.
&
Ober gwazoniezh, dougen gwazoniezh : dougen bri.
Ha bagad ar venec'h da emstouiñ evit ober gwazoniezh d'an dreinded santel. Dougomp, gant feiz, gwazoniezh d'ar Werc'hez Vari o lavaret an Ave Maria.
Référence :
GON.II
pg gwazoniez (Vasselage, état, condition de vassal. Sujétion. Servitude. Domesticité. - Ministère, l'emploi, la charge même qu'on exerce. Hommage, soumission qu'un vassal rend à son seigneur).