gwaz
gwazi
Bete-vremañ, soñj am eus gant heug eus an dra iskis : drailhennoù [b]ara duoc’h eget hor bara segal, troc’het moan-moan, lardet gant amann pe lard gwazi, ur gwiskad koñfitur war-benn, un tamm harink dindan ul libistrad keuz c’hwerv a-walc’h – gortozit ’ta, n’eo ket echu c’hoazh ! – ha d’an diwezh un hanter vi poazh !
Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwaz