Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Termen a dalvez da aroueziñ un dra, un darvoud na vez ket lec'hiet resis en egor, en amzer. Se zo poanius, avat. Se zo gwir : gwir eo an dra-se. Me zo sur a se : sur on eus an dra-se. Ne oamp ket e-sell a se : ne oamp ket o c'hortoz an dra-se. N'eo ket diriaou e oa se ? : e oa c'hoarvezet an dra-se ? Se zo pell zo : pell zo eo c'hoarvezet an dra-se. Graet e vo diouzh-se : diouzh an dra-se. Gant se an hini am eus bet diaesterioù : gant an dra-se. & Trl. Se eo ez eo ? : ha bez' eo eus an dra-se ez eus anv ? N'eo ket se eo se : n'eo ket tamm an dra-se an hini eo. 2. (dirak un ag. pe un adv. en e zerez uheloc'h heuliet gant an araogenn "a") Termen a reer gantañ evit ober anv eus ar pezh a dalvez da ziazez d'ur geñveriadenn. Bravoc'h a se e vo dit. Buanoc'h a se e vint gwelet adarre. Muioc'h a se a arc'hant a vo roet dezho ivez. Gwashoc'h a se ne vo ken. • Seul gaeroc'h a se e kavimp al liorzh. & Trl. Gwell a se dezhañ. Gwazh a se dezhañ : troienn a ra ar c'homzer ganti evit diskouez e druez ouzh an den-se. 3. Tr. adv. Dre-se, e-se : en abeg d'an dra-se. Dre se e rankot chom da c'hortoz amañ e-pad ur pennad. Keleier am eus bet er beure-mañ hag e-se, e c'hallan diskoulmañ ar gudenn bremañ. & Tr. adv. Hag e-se : hag all, ha kement zo. 4. (distag diouzh e genarroud kent) Termen a dalvez da zegas un enebadenn a denn d'ar pezh zo bet geriet el lavared zo araozañ. N'int ket deuet a-benn, se. N'eo ket me am eus graet an dra-se, se. Mat emaon amañ, se. Re bounner eo, se.

Exemples historiques : 
47
Masquer la liste des exemples

En anv an Tad, ar Mab abred, Roue ha krouer, ar Glan Spered ; Un doue anavet dre a gredan : Pere ent personoù kaougant, zo tri fier ha diferant : Ha se prezant a asantan)

1575
Référence : M. p34

D. Servijañ a ra deomp davantaj evit rekour yec'hed ar c'horf, mar bez ar gwellañ hag ar muiañ ekspediant evidomp, ma hor bez eñ. Hag abalamour da se, p'en em santomp klañv-bras eo neseser kaout rekours d'ar Sakramant-mañ.

1622
Référence : Do. p46

pet gwezh hoc'h eus-hu graet se ?

1659
Référence : LDJM.1 pg combien (de fois aues vous fait cecy ?)

panave se

1659
Référence : LDJM.1 pg pa (na vese)

dleet eo din-me ober se

1659
Référence : LDJM.1 pg (c'est ma) charge de faire cela

Me am eus soñj a se, evel pa vez oc'h arruout.

1732
Référence : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

Ned eo ket den da ober se.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

gwazh a se d'an ezvezanded

1850
Référence : GON.II pg ezvézañd

gwash a se evitañ mard eo fallet

1850
Référence : GON.II pg fallout, fellout

ne dalvez ket avat labour Rikoù hini e batrom; pell a se

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Ouzhpenm mac'h eo ar Groaz ur gelaouenn vat ha kristen, be[z]añ zo enni pennado-skrid en brezhoneg ha se a blij brav din.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ya 'vel pa vije ! Met n'eo ket se.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Paeañ an teil, charreet ane[zh]añ ul lev hanter, gant kastell-estek ha pemp a gezeg, se zo arc'hant, a lâran dit !

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

ma'z pakan, m'ez dorno. - Ne'm fakoc'h ket, se

1909
Référence : BROU p. 419

En tu-hont da se e vezo siellet pep levr gant siell ar Gorsedd evit diwall ouzh an trubarderezh hag ouzh al laeroñsi.

1909
Référence : REZI p.20

Samm ar bec'had-se doc'htu. - Re bounner eo, se

1909
Référence : BROU p. 419

Talvezet em eus o marv d’al lazherien ha se eo a voe pennabeg din da vont en harlu.

1923
Référence : SKET p.22

DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !

1923
Référence : SKET p.7

Taolennet e vez dudius, flourik ha tener gant kanenn Vopiskos ar garantez o sevel e Bena ouzh Manos hag e Manos ouzh Bena. Nemet n’hellan ket en em astenn war se amañ.

1923
Référence : SKET p.44

An heklev a se a gaver en danevelloù a ra Aristoteles (384-322), Ephoros (340), Eudemos a [Rodez] (340), Nikolaos a Zamas, Elianos, Timagenos, hag all, eus ar stourmadoù a renkas ar Gelted ren ouzh an tonnoù-mor (Jullian, "Hist. de la Gaule", I, pp. 229-30, 238-40 ; D’Arbois, "Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes", 1902, pp. 55, 59).

1923
Référence : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Evit ar baotred, heñveloc’h a-se ouzh bouc’hed ha chas eget ouzh tud, ez int ken dibourvez a bep emzalc’h hag emziouer, ken digizidik o c’halon e traoù ar garantez ken e vez pleustret ganto ar merc’hed diguzh-kaer a-c’houez d’an holl (3).

1923
Référence : SKET p.100

Met n’eo ket se eo se : kaozeomp nebeut met kaozeomp mat ha sklaer eeun en e nord !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Gouzout ar gerioù, seveniñ al lidoù, kinnig ar roadoù, peuroberiañ al lidlazhadoù a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskoriñ dezho trevadoù ha frouezh.

1924
Référence : SKET.II p.62

Ur c’hoarzhadeg c’hoapaus gant ar merc’hed yaouank a zirollas a-dreñv dezhañ ; e c’hervel a rejont ; eñ, avat, pell diouzh o selaou, ne rede nemet buanoc’h a-se.

1924
Référence : SKET.II p.34-35

gwell a se

1927
Référence : GERI.Ern pg a-ze

ar se

1927
Référence : GERI.Ern pg a-ze

War se, an tren a gimiadas diouzh Arles ha damgoude edomp degouezhet e gar Masalia, hep droug, hep diroudennañ, ha peuzdiskuizh.

1929
Référence : SVBV p11

p'emaomp war se

1931
Référence : VALL pg à propos (dans la conversation)

kouezhañ da se

1931
Référence : VALL pg arriver

goude dezhañ ober se

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

gant se

1931
Référence : VALL pg ainsi (dans la circonstance présente), aussi

dre se e weler e…

1931
Référence : VALL pg apparaître

diwar-benn se

1931
Référence : VALL pg à propos

din da skrivañ aesoc'h a se

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

se

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

war se

1931
Référence : VALL pg à (propos), ainsi (dans la circonstance présente), aussi

war se e rankan mont

1931
Référence : VALL pg ainsi (je dois partir)

Braventez hor bro eo a zo pennkaoz da se.

1944
Référence : EURW.1 p14

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Référence : EURW.1 p.202

Ne gaven ket se dereat etre bugale, o dije dleet bezañ war ar memes renk.

1944
Référence : EURW.1 p32

– « Diwallit na vefec'h gwazh a se ».

1944
Référence : EURW.1 p38

- Se a zo goulenn per digant an evlec'h, emezañ.

1949
Référence : SIZH p.50

Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.

1949
Référence : SIZH p.44

Deoc'h gwazh a-se, paotred, ma tec'h ; / D'ho kroc'hen truilh e teuo bec'h.

1960
Référence : PETO p51

Ar c'holonennoùigoù, ar rizennoù, a zeu gwelloc'h a se war wel ma'z int livet teñvaloc'h eget an nemorant eus ar voger.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

Ha ma vefe laeret ? Ken nemet soñjal e se e oa sklaset gant ur gaouad hiris.

2015
Référence : POLDG p. 223

Gwelloc'h a se a vo an istor rak c'hoant bras o do an arvesterien da c'hoût petra zo pennkaoz d'ho stourm, ha dre-se e vefont gouest da sevel a-du ganeoc'h da c'houde.

2015
Référence : DISENT p79

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux