Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (goude un ak., ur rag. divizet strizh) 1. Termen a dalvez da verkañ un derez nested bras a-walc'h -en egor, en amzer- e-keñver ar c'homzer. • (goude ur ger, ur stroll gerioù a denn d'an egor) En ti-se emaint. Bez' edont e-kichen ar wezenn-vras-se. N'anavezit ket ar vaouez a galon-se, ar vaouez-se a galon ? N'ouzon ket pelec'h emañ ar re-se. Herri-se ne ra nemet kontañ kaozioù. • (goude ur ger, ur strollad gerioù a denn d'an amzer) En amzer-se ne oa ket kalz a dud war an douar. Glav bras a oa bet en devezh-se. D'ar c'houlz-se edont o chom e Roazhon. 2. (er skridoù, er prezegennoù) Termen a dalvez da zezverkañ un den, un dra zo bet anv anezhañ a-raok. Neuze e tegouezhas un den ; seblantout a rae an den-se bezañ strafuilhet gant un dra bennak. Tro am eus bet d'ober anv c'hoazh eus oberennoù Youenn Drezen ; en oberennoù-se e kavot un heklev eus ar pezh e oa ar vuhez er Vro-Vigoudenn da vare e vugaleaj. 3. Termen a dalvez da sevel troiennoù pouezañ. Hennezh zo trenk, al laezh-se. Koustañ a reont ker, ar boteier-se. II. (impl. da ak. Is.) Termen a ya da sevel anvioù a ziskouez tud, traoù, zo tost a-walc'h ouzh ar c'homzer, en un doare fetis pe get. Lezit ar re-seoù d'ober o zreuz o-unan. Plijadur a vez o welet ar seurt-seoù ur wech an amzer. Un niver bras a geriadennoù zo war an tu-seoù-se. III. 1. G. pouez. (goude un ag., un adv., degaset gant ken (adv. dirak un ag.) Termen a dalvez da greñvaat talvoudegezh ar ger a lakaer dirazañ. Ken bras-se int ? N'int ket aet ken pell-se, avat. Perak oc'h deuet ken mintin-se ivez ? 2. (goude un ar., un adv., ur rag.) Termen a dalvez da sevel adverboù, raganvioù amresis. E-giz-se, evel-se e rit-hu ? Ned int ket keit-se, da'm soñj. Kent-se zo gwir a-walc'h. HS. hont, mañ.

Exemples historiques : 
184
Masquer la liste des exemples

[«]Hag inkontinant ez aparisas an ael dezhi hag he admonetas da vezañ ferm ha konstant[;] ivez he asuriñ [a reas] na vise ket hepmuiken faezhet gant an re-se, hogen ivez en o c'hoñvertise d'an fez, hag en o c'honduize da vezañ merzherien[.»]

1576
Référence : Cath p12

[«]O pegen maleürus eo an re a ra enor d'an seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Référence : Cath p9

[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]

1576
Référence : Cath p9

An sanktez a respontas : [«] Skrivet eo na zle den en em veuli nag ivez en em vituperiñ ; an dra-se a gustum an dud sot da ober hag an re travailhet gant vanegloar[. »]

1576
Référence : Cath p9

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Référence : Cath p5

Erfin, en e bedan e plijo gantañ ma freservi ha ma miret en noz-se ouzh pep dañjer ha droukfortun, ha goude ez lavaran Pater noster hag Ave Maria, hag en em rekomandan da'm ael mat ha da'm fatron ha d'an sent all ha santezed a'n Baradoz.

1622
Référence : Do. p52

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

dre an abeg-se

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [de cela], pour (cela)

an dra-se zo dibropoz

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela n'est a) propos

lakaet em eus em fenn ober-se

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie suis) resolu (de faire cela)

an dra-se a servij din

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela me) sert (beaucoup)

an dra-se zo reizh

1659
Référence : LDJM.1 pg (an dra se zo) reiz

staget eo an dra-se ouzh ar voger, pe a zo start ouzh ar voger

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela) tient (bien à la muraille)

an dra-se am zouch

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela me) touche

ha talout a ra din-me an dra-se a-galz

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela me) sert (beaucoup)

an dra-se a dal kement hag al lezenn

1659
Référence : LDJM.1 pg (cela) vaut (autant que la Loy

mar grit-se

1659
Référence : LDJM.1 pg si (tu le fais)

kent evit ma lavaras se

1659
Référence : LDJM.1 pg quent (euit ma lauaras-se)

ne c'hallan goret an dra-se

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie) n'e npuis (mais)

dre se

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [de cela], parquoy, pour (cela)

mennet am eus ober se

1659
Référence : LDJM.1 pg (i'ay) pensé (faire cela)

al levr-se

1732
Référence : GReg pg ce (livre, ou ce livre là que je vois sur cette table)

an den-se

1732
Référence : GReg pg cet (homme, à deux pas de moi), (homme que voilà)

hag an dra-se

1732
Référence : GReg pg (et) ce

e garet a ran ; hag an dra-se dre 'n abeg ma 'z eo vertuzus

1732
Référence : GReg pg (je l'aime ; &) ce (à cause de sa vertu)

me eo a lavar an dra-se

1732
Référence : GReg pg ce (c'est moi qui dis cela)

an dra-se

1732
Référence : GReg pg cela (qui est en ma presence)

an ed a garg terrupl ar pleñch-se

1732
Référence : GReg pg charger (le bled charge bien le plancher)

en tu-se

1732
Référence : GReg pg (de ce) côté (-là, près)

Fresk-bev eo c'hoazh em penn [sic, fenn] ar soñj eus an istor-se.

1732
Référence : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

Fourret eo bet gantañ e-barzh er c'houfr-se.

1732
Référence : GReg pg fourrer (Il l'a fourré dans ce coffre.)

Fourret eo gantañ e-barzh er c'houfr-se.

1732
Référence : GReg pg fourrer (Il l'a fourré dans ce coffre.)

Er poent-se ez eo ur mestr.

1732
Référence : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

Er poent-se ez eo ur mailh.

1732
Référence : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

ned eo ket an douet a ra din lavaret an dra-se

1732
Référence : GReg pg (si je dis cela ;) ce (n'est pas que je doute)

an dra-se a blij din

1732
Référence : GReg pg agréer

c'hwezh an trenk a zo gant an dra-se

1732
Référence : GReg pg aigre

an ti-se a gouezh àr an hent bras

1732
Référence : GReg pg aboutir

an ti-se a sko war an hent meur

1732
Référence : GReg pg aboutir

rak-se

1732
Référence : GReg pg ce (c'est pourquoi)

izelaet eo bet ar vur-se

1732
Référence : GReg pg abaissement

An dra-se a zo em blaz.

1732
Référence : GReg pg goût (Cela est à mon goût.)

bede an eur-se

1732
Référence : GReg pg heure (Jusqu'à cette heure là.)

Pompad eo gantañ kement-se, ar vis-se.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Il se glorifie de son vice.)

roit an dra-se d'ho tad

1732
Référence : GReg pg (donnez cela) à (votre père)

ar re-se

1732
Référence : GReg pg celle (celles-là, près de vous), ceux (-là, près de vous)

ar blijadur-se a zo koustet ker din-me

1732
Référence : GReg pg acheter

borodet on gant an traoù-se holl

1732
Référence : GReg pg (j'ai les oreilles) batu(ës, & la tête étourdie de toutes ces choses)

tu-se, ha tu-mañ

1732
Référence : GReg pg cà (& là, de ce côté-là, & de cet autre)

rak-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre 'n abeg-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre an abeg a se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

se

1732
Référence : GReg pg ce (pronom demonstratif ; & s'exprime en diverses manieres), cet (cette, pronom demonstratif)

n'eo ket un divuz bras an dra-se

1850
Référence : GON.II pg divuz

na rit ket an dra-se diwar fae

1850
Référence : GON.II pg diwar-faé

perak oc'h eus-hu diweliet ar vaouez-se ?

1850
Référence : GON.II pg diwélia

n'eo ket diwevn ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg diwén

ar bugel-se na c'hell ket en em ziwiskañ e-unan

1850
Référence : GON.II pg diwiska

an avel-se a zizelio ar gwez

1850
Référence : GON.II pg dizelia

n'eo ket dizoan an dud-se

1850
Référence : GON.II pg dizoan

dizoare eo an dra-se

1850
Référence : GON.II pg dizoaré

dizouj-bras eo an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg dizouj

n'eo ket dizrez a rpark-se

1850
Référence : GON.II pg dizréz

doñv-bras eo an den-se

1850
Référence : GON.II pg doñ

kuzhit ar c'hig-se, doñjerus eo

1850
Référence : GON.II pg doñjeruz

douarek eo an traezh-se

1850
Référence : GON.II pg douarek

n'eo ket don ar stêr-se

1850
Référence : GON.II pg doun

na zornit ket ar bugel-se evel-se

1850
Référence : GON.II pg dourna

ur vi bemdez a zozv ar yar-se

1850
Référence : GON.II pg, dozvi, dezvi, dôi

drant-bras eo an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg drañt

drezek eo an douar-se

1850
Référence : GON.II pg drézék

drezennek eo an douar-se

1850
Référence : GON.II pg drézék, drézennek

n'eo ket drouk ar c'hi-se

1850
Référence : GON.II pg drouk, droug

an dra-se a zuo ho taouarn

1850
Référence : GON.II pg duañ

perak oc'h eus-hu graet an dra-se e kuzh ?

1850
Référence : GON.II pg é-kûz

an dra-se n'eo netra e-skoaz ar pezh em eus gwelet

1850
Référence : GON.II pg é-skoaz, éskoaz

biken n'em gwelot an dud-se

1850
Référence : GON.II pg é-touez, étouez

an ebatoù a gar an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg ebat

el lec'h-se

1850
Référence : GON.II pg sé, zé

ar re-se

1850
Référence : GON.II pg sé, zé

elfenniñ a ra kalz ar c'heuneud-se

1850
Référence : GON.II pg elvenni

na embregit ket ar bugel-se evel-se

1850
Référence : GON.II pg embréga

ne gredan ket se

1850
Référence : GON.II pg sé, zé

an dra-se

1850
Référence : GON.II pg trâ

se

1850
Référence : GON.II pg zé

Diloskus eo al lien-se.

1850
Référence : GON.II pg diloskuz (Cette toile est incombustible).

abeg oc'h bet d'an droug-se

1850
Référence : GON.II pg abek

An avel-se a zo anouedus.

1850
Référence : GON.II pg anouéduz (Ce vent-là est propre à donner du froid.)

Ar voger-se n'eo ket savet a-darzh.

1850
Référence : GON.II pg a-darz (Ce mur n'est pas bâti d'aplomb).

grit an anzav-se, ha n'ho pezo droug ebet

1850
Référence : GON.II pg añzav

Leun eo a vourd ar vaouez-se.

1850
Référence : GON.II pg bourd (Cette femme est pleine d'astuce, de malice).

se

1850
Référence : GON.II pg azé, hoñt, sé, zé

un difenner mat oc'h eus en den-se

1850
Référence : GON.II pg difenner

kozh ha difrouezh eo ar wezenn-se

1850
Référence : GON.II pg difrouez, difrouézuz

digalon eo an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg digaloun

livirit d'ar vaouez-se mont da zigaoc'hañ he bugel

1850
Référence : GON.II pg digaoc'hañ

digempenn-bras eo an den yaouank se

1850
Référence : GON.II pg digempenn

n'eo ket dic'hiz ar gêr-se

1850
Référence : GON.II pg dic'hiz, digiz

n'eo ket dic'houzvez an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg dic'houzvez

n'eo ket dilastez ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg dilastez

dilavregit ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg dilavréga

A betra e teu ar flaer-se ?

1850
Référence : GON.II pg fléar (D'où vient cette puanteur ? )

a-ziavaez e teu an trouz-se

1850
Référence : GON.II pg a-ziavéaz (Ce bruit là vient du dehors, de l'extérieur).

Dinac'hus eo ar ger-se.

1850
Référence : GON.II pg dinac'huz (Ce terme, ce mot est négatif).

An dra-se eo a zeu d'ho tinerzhañ.

1850
Référence : GON.II pg dinerza (C'est cela qui vous affaiblit).

N'eo ket dineuz an den-se.

1850
Référence : GON.II pg dineûz (Cet homme-là n'est pas difforme).

Ha ne c'hellit ket-hu dioueriñ an dra-se ?

1850
Référence : GON.II pg diouéri (Ne pouvez-vous pas vous passer de cela ?)

Dirann eo c'hoazh an douaroù-se.

1850
Référence : GON.II pg dirann (Ces terres sont encore indivises).

Dirannus eo ar madoù-se.

1850
Référence : GON.II pg dirannuz (Ces biens sont indivisibles).

direizh e vije an dra-se

1850
Référence : GON.II pg direiz

perak oc'h eus-hu direizhet an dra-se ?

1850
Référence : GON.II pg direiza

Direzit ar gest-se din.

1850
Référence : GON.II pg, diréza, déréza

laouen-bras eo diskan ar ganaouenn-se

1850
Référence : GON.II pg diskan

ar pesk-se a boazher hep e ziskantañ

1850
Référence : GON.II pg diskañta

an dra-se ho tiskargo un nebeud

1850
Référence : GON.II pg diskarga

n'on ket desket a-walc'h evit disklêriañ an dra-se deoc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg diskléria

Diskolpañ a gar an den yaouank-se.

1850
Référence : GON.II pg diskolpa (Ce jeune homme aime à se divertir).

an diskred-se a ra gaou ouzhin

1850
Référence : GON.II pg diskred

diskrogit an tamm kig-se

1850
Référence : GON.II pg diskrégi

gwalc'hit ho tried, an dra-se ho tiskuizho

1850
Référence : GON.II pg diskuiza

n'eo ket disgwar ar vazh-se

1850
Référence : GON.II pg disgwar

dizanv eo c'hoazh ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg dishanô, dishanv

ma na likit evezh, an dra-se ho tislebero

1850
Référence : GON.II pg dislébéri

dispar eo an niver-se

1850
Référence : GON.II pg dispar

displet-bras eo an den-se

1850
Référence : GON.II pg displéd, displét

an dra-se n'ho tispletai ket

1850
Référence : GON.II pg displétaat

gwall zister eo ar mezher-se

1850
Référence : GON.II pg dister

an dra-se n'ho tisteray ket

1850
Référence : GON.II pg distéraat

n'eo ket distrouezh ar park-se

1850
Référence : GON.II pg distrouez

divarv eo c'hoazh an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg divarv

ar prad-se a zo divent

1850
Référence : GON.II pg diveñt

alese eo e tiver ar ger-se

1850
Référence : GON.II.HV pg divéra

diverz eo ar steredenn-se

1850
Référence : GON.II pg diverz

N'eo ket divlaz ar boed-se.

1850
Référence : GON.II pg divlaz (Cette nourriture n'est pas dégoûtante).

An dra-se eo en deus va divlazet.

1850
Référence : GON.II pg divlaza (C'est cela qui m'a dégoûté).

an avel-se a zivleuñvo ar gwez

1850
Référence : GON.II pg divleûñi, divleûñvi

Al louzoù-se a zo mat evit divleviñ.

1850
Référence : GON.II pg divlevi (Cette recette est bonne pour faire tomber le poil).

Divoued eo al loen-se.

1850
Référence : GON.II pg divôéd (Cet animal est insatiable).

divotaouit ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg divotaoui, divoutaoui

sellet em eus pizh ouzh an dra-se

1850
Référence : GON.II.HV pg sellout (-pîz)

Anat eo ar gaou-se.

1850
Référence : GON.II pg anat (Ce mensonge est manifeste, notoire.)

Anataet en deus ar wirionez-se.

1850
Référence : GON.II pg anataat (Il a rendu cette vérité évidente.)

Kasit ar c'hrezioù-se d'ar gemenerez.

1850
Référence : GON.II p.60, livre second, "Portez ces chemises-là à la lingère".

Petra a reot-c'hwi gant an dra-se ?

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Que ferez vous de cela ?"

Ho pugale eo a ra an trouz-se.

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, « Ce sont vos enfants qui font ce bruit-là ».

An dra-se a zo d’am breudeur.

1850
Référence : GON.II p.67 (Cela est à mes frères).

Ar voger-se a zo dare da gouezhañ.

1850
Référence : GON.II p.68

An dud-se a zo pinvidik.

1850
Référence : GON.II p.69

Kasit ar re-se d’ho tad.

1850
Référence : GON.II p.70, "Portez ceux-là à votre père".

Ar re-se a zo re vras.

1850
Référence : GON.II p.70

Roit an dra-se d’ho mamm.

1850
Référence : GON.II p.70, "Donnez cela à votre mère".

Petra en deus lavaret ho tad war gement-se ?

1850
Référence : GON.II p.72

Ar vamm vat-se an eürusañ !

1867
Référence : MGK p137

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Référence : MGK p23

Evel-se e weler ar re-se zo bihan / O tont da vezañ kreñv, dre vezañ a-unan.

1867
Référence : MGK p50

Unan a lavare e oa kalz a zouaroù / Distuz, leun a strouezh ha grwiet a louzoù ; / Un all : vije dispign ; hemañ : poan o vevañ ; / Hennezh : ne oa foenneg ; an dra-se, ann dra-mañ.

1867
Référence : MGK p87

Mat, hennezh, ar martolod yaouank-se, a yoa gant e drompilh, ha ne ehane da seniñ kaer a yoa tennañ, kaer o doa mont d’an douar, ar re a yoa en e gichen.

1877
Référence : EKG.I. p.299

Hag an arched kemeret, en dro gentañ, evit ober ur fars, a deuas, en eil gwech, da vezañ un arched a-zevri, rak antronoz ar republikan a voe sebeliet en arched-se.

1877
Référence : EKG.I. p.32

— He ! he ! eme Jarlig kozh, an aval, marteze, ne oa ket ken trenk-se, marteze blazet mat da staon hon zad-kozh.

1925
Référence : BILZ2 p.137

perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ?

1931
Référence : VALL pg (pourquoi avez-vous l')air (si triste)

an dra-se

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIV

ken diaes-se

1931
Référence : VALL pg aussi

— « Ker spontus-se e oa an trouz ? » — « Spontusoc’h eget ne lavaran deoc’h. Pignet e oan d’ho kambr. » — « Ha bet oc’h e-barzh ? — « N’on ket, peogwir n’hoc’h eus ket respontet ac’hanon. »

1944
Référence : ATST p.68

An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.

1944
Référence : EURW.1 p12

Treiñ ha distreiñ hep gallout kousket, ha klevout kalz o roc'hal : ar re-se a oa dinec'h.

1944
Référence : EURW.1 p33

« Ar re-se 'zo Gallaoued (les Gallos) » — Ha ne raen nemet soñjal goude er mister-se. Gallaoued ? Du-mañ e veze graet Gallaoued eus ar voutaouerien-goad. Moarvat n'eo ket boutaouerien-goad e oa ar re-mañ holl. "Les Gallos" ??? Biskoazh n'am boa klevet an anv-se.

1944
Référence : EURW.1 p.34

Hast am boa da c’houzout piv ‘oa ar soudard kenedus-se, hag a selle an holl outañ evel… pa ne vije ket bet ur paotr e gwirionez.

1944
Référence : EURW.1 p.193

It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !

1944
Référence : ATST p.10

— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? » Un den beuzet — « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerhent [sic, "kerkent"] e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.

1944
Référence : ATST p.12

Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

1944
Référence : ATST p.50

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

1944
Référence : ATST p.71

Ar vouezh-se, e-giz ur fleüt, an daoulagad du-se, ker kevrinus a-dreñv o mantilh, hag ar mousc'hoarzh-se, ur mousc'hoarzh boemus, a daole e sklerijenn en-dro dezhañ.

1949
Référence : SIZH p.48

Adalek ar mintinvezh-se, e voe kredet an dra gant ar breur Arturo

1949
Référence : SIZH p.40

Ar garantez c'hlan-se, daoust hag iskis, a oa e dra-eñ, e deñzor-kuzh. Ha, dezhañ bevañ e kumuniezh, n'en doa ket d'he c'henlodañ gant den.

1949
Référence : SIZH p.58

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.

1960
Référence : PETO p38

Me 'lavar deoc'h e vez neuze ur vouezh [sic, mouezh] en tammoù sanioù-dour bihan-se !

1985
Référence : DGBD p58

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Référence : DISENT p61

Graet e vez neuze "dielfennadur-furlukin" deus an dra-se.

2015
Référence : DISENT p55

N'eo ket abalamour d'an dra-se eo reizh implijout doareoù ha n'int ket ken feuls evel, da skouer, plantañ tan en tourterioù a vo implijet da sevel ur c'hamp-bac'h nevez.

2015
Référence : DISENT p66-67

Gant se n'eo ket ken "koustus" ha se dezhe cheñch tu: gouzout a ra an holl ne vo ket barnet na gourdrouzet kennebeut all.

2015
Référence : DISENT p51

A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.

2015
Référence : EHPEA p11

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Référence : DISENT p62

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux