1. (dirak un av., un ak. pe un ag)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'ar pezh a reer meur a wezh diouzh renk, gant dalc'husted prl.
Azgoulenn, aspediñ.
2. Ent strizh (e deroù an eil av. a gaver e troiennoù evel pediñ hag aspediñ)
Ad-.
EVEZH. : as- a skriver dirak ar c'hensonennoù divouezh, az- dirak ar re zo mouezhiet ha dirak ar vogalennoù.
Ha reiñ din a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Ur ro ha n’eo ket un amprest eo a az[g]oulennan diganez, rak da grediñ eo n’en em gavimp biken nag er bed-mañ nag er bed-all.
Ha rei d’in a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Eur ro ha n’eo ket eun amprest eo a azc’houlennan diganez, rak da gredi eo n’en em gavimp biken nag er bed-man nag er bed-all.
1923
Référence :
SKET
p.105
Azlakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober dezho tevel gant he fokoù.
Aslakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober d’ezo tevel gant he fokou.