Dezverkoù all

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (dirak un av., un ak. pe un ag) Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'ar pezh a reer meur a wezh diouzh renk, gant dalc'husted prl. Azgoulenn, aspediñ. 2. Ent strizh (e deroù an eil av. a gaver e troiennoù evel pediñ hag aspediñ) Ad-. EVEZH. : as- a skriver dirak ar c'hensonennoù divouezh, az- dirak ar re zo mouezhiet ha dirak ar vogalennoù.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

az-

1850
Daveenn : GON.II pg ad, az

Ha reiñ din a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Ur ro ha n’eo ket un amprest eo a az[g]oulennan diganez, rak da grediñ eo n’en em gavimp biken nag er bed-mañ nag er bed-all.

1923
Daveenn : SKET p.105

Azlakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober dezho tevel gant he fokoù.

1923
Daveenn : SKET p.107

azblev

1927
Daveenn : Geri.Ern pg az-

azdrezenn

1927
Daveenn : Geri.Ern pg az-

as-

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ad- (préf. indiquant répétition, ou simplement, addition)

azgwiriñ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg az-

askaz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg az-

azrannañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg az-

azglas

1927
Daveenn : GERI.Ern pg az-

azfoar

1927
Daveenn : GERI.Ern pg as-

azskoulmañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ad-

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial