1. Gwechad sellet.
Gwelet tachenn an diskouezadeg en ur sellad.
Reuziñ a rankas ouzh selladoù kounnaret e amezeien.
&
Teuler ur sellad ouzh ub. : ober ur gwel dezhañ, skeiñ un taol-lagad warnañ.
HS. sell.
2. Sell, taol-lagad, graet dre guzh mui pe vui, a reer ouzh ub. evit e lakaat da intent udb.
Ober selladoù da ur re.
HS. serr-Iagad.
3. Dre skeud.
Doare da sellet ouzh udb., da soñjal en udb.
Gant ur seurt beaj e vefe frankaet o sellad war ar bed.
Strishaat hor sellad a vefe dimp ur c'holl.
DHS. meno, soñj.