sell
ur sell ferm
sell
Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"
Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.
Ha gouzout a rez penaos eo graet korf ur vaouez ? Ha gouzout a rez da betra e talv e sell ouzh an den ? Barn a rez, hep gouzout.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.
He selloù a oa dalc'het egile dindan o beli-hud, e-giz ar golvanig dindan re ar sparfell.
Teurel a reas ur sell war ar gup ha, goude, en-dro dezhañ.
Teurel a reas ar paotr ur sell war ar follennig, ha lenn a reas : « Madrigal de los claveles » (Madrigal ar jenoflez). Ur pezhig barzhoniezh e oa.
Ober a reas un ehan. Ar breur Arturo a stouas e sell daveti.
Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.
E gwirionez, gallet he divije tapout Viktor Emmanuel war he barlenn da vezurat evel ur c’hrennard pe ur poupig, en desped d’e selloù dalc’hmat fuloret, d’e abrantoù stank d’an daou lost malard [sic, mailhard] dindan e fri.
Taolet en devoa e selloù war ur plac’h yaouank eus ar Roc’h Velen hag evit meuliñ he c’hened hag an holl berzhioù mat a gave enni, e oa bet aozet gantañ ur werz hir[-]meurbet – kant poz d’an nebeutañ - ha sinañ a reas e ganaouenn e stumm ma rae an holl varzhed d’ar c’houlz-se : [...]
Oc’ho ! ger garv ebet ne gleven, na dismegañs kennebeut all, hirvoudoù a gengarantez ne lavaren ket, ha selloù a druez.
P'eo deuet ar mare evit al lestr da guitaat ar porzh, kreiz an deiz anezhi, ez eo peursavet ar vorenn hag, en ur guitaat bro ar bananez, ez eo laouenaet hor sell gant arvest kaer menezioù ar Fouta-Djalon hag ar Sierra Leone hag a chom war wel betek an noz.
Selloù du am beze diganto, diwar o fae, dreist ar voger
Sioul-meurbet e oa an den, ne enebas ket, hogen teurel a reas ouzhin ur sell vil, ken e voen leun-c'hwezh-dour evel pa'm bije redet.
Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.
Mont a ran da deuler ur sell er gegin hep mont er sal-dour.
P'en doa komprenet ne oan ket e sell da dennañ a-gil e oa bet ret dezhañ ma c'has da rener e guzulva.
Mots précédents
Mots suivants
sell