Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour. -Un dister a zic'haou evit gwir, e-sell ar pezh hon doa kollet !-
Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh ezhommoù strizh hon c'harantez-vro ha penn-da-benn diouzh spered hon reolenn : Breizh d'ar Vreizhiz ! Renadurezh Strollad Broadel Breizh
Anat e oa an dra e[-]sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn [sic, "boulienn"] gant broudoù ar c'hig.
An Dr Jekyll a gas e c'hourc'hemennoù d'an Ao.Ao Maw. Lavarout a ra n'eo ket pur o standilhon diwezhañ hag ez eo diarveradus e-sell d'e ezhommoù a vremañ.
Pegeit emaint en sell da chom aze ?