Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Evit a sell ouzh (udb.). Ober e renkoù e-sell ar yec'hed. 2. Bezañ e-sell a, eus ub., udb. : bezañ en gortoz eus an den-se, eus an dra-se. Ne oan ket e-sell ac'hanout hiziv. Ne oac'h ket e-sell a se, a gen : ne oac'h ket o c'hortoz an dra-se, ne oac'h ket o c'hortoz tra all ebet. 3. [1911] Termen a dalvez da zegas an dra a geñverier udb. all outañ. [1911] Un dister a zic'haou evit gwir, e-sell ar pezh hon doa kollet ! II. 1. (dirak un av.) E-sell da : evit. Aet e oa dit e-sell d'ho kwelet. 2. [1911, 1923, 1954, 2015] Bezañ e-sell d'ober udb. : bezañ e soñj ober an dra-se. Emaon e-sell da c'houlenn un tamm kresk war ma gopr. [1911] Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik [...]. [1923] Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e-sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ [...]. [1954] [A]n « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e-sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad [...]. [2015] "Forzh penaos, me n'emaon ket e-sell da ober van da labourat, dav dit gouzout," a lavar din e toull an nor.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro ; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour. -Un dister a zic'haou evit gwir, e-sell ar pezh hon doa kollet !-

1911
Daveenn : PSEP p III

Krediñ a reomp en ene breizhat hag, harpet war hon gwir, oc'h anaout hon dlead, ez omp en-sell da stourm hep plegañ evit an dishualidigezh, en ur ziskleriañ, uhel-mat, pezh a soñj kalz a re all en donder o c'halon aonik, hag e fell deomp e vo hon oberoù diouzh ezhommoù strizh hon c'harantez-vro ha penn-da-benn diouzh spered hon reolenn : Breizh d'ar Vreizhiz ! Renadurezh Strollad Broadel Breizh

1911
Daveenn : PSEP p IX

sell : e-sell da

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Dans l’intention de".

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e-sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Daveenn : SKET p.101

Skoet e vo gantañ neb a stoko outo e zorn e-sell d’o c’has da get : deviñ a ray ar c’hig anezhañ beteg an eskern hag an eskern beteg ar mel.

1924
Daveenn : SKET.II p.6

Anat e oa an dra e[-]sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn [sic, "boulienn"] gant broudoù ar c'hig.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell[-]da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.

1949
Daveenn : SIZH p.51

E-sell e oan dija da vont war vor evel ma rae a-rumm-da-rumm paotred va c'herentiezh, martoloded holl, nemet va zad e tegouezhas dezhañ bezañ soudard war droad, ha diwar gement-se goap a veze graet dioutañ a-wechoù.

1954
Daveenn : VAZA p.63-64

O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter [z]evezh en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket evel-just ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e-sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.41-42

An Dr Jekyll a gas e c'hourc'hemennoù d'an Ao.Ao Maw. Lavarout a ra n'eo ket pur o standilhon diwezhañ hag ez eo diarveradus e-sell d'e ezhommoù a vremañ.

2012
Daveenn : DJHMH p.66

Pegeit emaint en sell da chom aze ?

2015
Daveenn : DISENT p142

"Forzh penaos, me n'emaon ket e-sell da ober van da labourat, dav dit gouzout," a lavar din e toull an nor.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial