Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. 1. Obererezh sellet ouzh udb. Ar sell a ya diouzh ar mor betek ar menez. O selloù a chome paret war an tan. [1878] [...] ur sell a garantez hag a deneredigezh a reas outi, mes n’oa evit lavaret ger. & Dre skeud. Bezañ e sell war udb. : e c'hoantaat, bezañ e soñj e berc'hennañ. 2. Dre skeud. Evezh. Selloù ar bed zo troet war-du ar reuz er vro-se. & Trl. Sell zo ouzh udb. : heverk eo, teuler a reer evezh outañ. [1878] Mes ouc’h an nevezinti e vez sell atav, pe e vezont mat, pe ne vezont ket. & Un dra da dennañ selloù : a dalvez bezañ gwelet, dedennus. & Trl. Bezañ danvez ur sell en udb. : talvezout ar boan bezañ gwelet. Ar c'hastell zo danvez ur sell ennañ. 3. Ent strizh Teuler ur sell, e sell(où) war, ouzh ub., udb. : ober ur gwel dezhañ, un tamm eveshaat outañ. Aet eo da deuler ur sell war e zouaroù. Graet hon eus ur sell war e labour. Ar bugel a daolas warnañ ur sellig lent. & Trl. En ur sell : en ur serr-lagad, buan-buan. 4. (en e furm lies prl.) Doare da sellet (I A 1) ouzh ub., udb. Ober selloù drouk, du, garv, taer, teñval ouzh ub. : sellet outañ gant droukrañs, en un doare digar. Selloù berv, flour, pizh. Selloù a-dreuz : selloù o tiskouez disfiz. Ur sell a-gorn. [1878] Ar Bertou a reas ur sell faeüs ouc’h an dud. & Dre verr. (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.) Hi he doa graet ur selloù ouzh honnezh ! : ur gwall sell. & Ur sell garv en deus. B. PEMDEZ Kaezhig, moumoun. Sellig e vamm eo ar paotrig-se. C. Lodenn eus un tokarn a c'haller gorren pe sachañ d'an traofi war e zremm. II. Tr. adv. DRE SELL : diwar welet (ur wech). E anaout a ran dre sell. [1878] & Bezañ war-sell da ober udb. : prientiñ ober an dra-se. & Bezañ e sell ub. : bezañ ouzh e c'hortoz.

Skouerioù istorel : 
64
Kuzhat roll ar skouerioù

sell lemm

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (sell) lem

sell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg regard

selloù leun a dan

1732
Daveenn : GReg pg foudroyant-e (des regards foudroyans [sic]).

ur sell pizh

1732
Daveenn : GReg pg fixe (Un regard fixe.)

ur sell ferm

1732
Daveenn : GReg pg fixe (Un regard fixe.)

Va abafet en deus gant e sell.

1850
Daveenn : GON.II pg abafi (Il m'a intimidé par son regard).

Ur sell faeüs en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg faéuz (il a le regard dédaigneux).

selloù

1850
Daveenn : GON.II pg 16 (des regards), pg sell (regard, action de regarder. coup d'œil. - inspection. visière, pièce du casque qui se haussait et se baissait à volonté. HV. Pl.)

Ur vaouez [k]oant a denn warni an holl selloù.

1850
Daveenn : GON.II p.64 (une jolie femme attire sur elle tous les regards).

va abafet en deus gant e sell

1850
Daveenn : GON.II abafi

Ur sell garv en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg sell (il a le regard dur).

sell

1850
Daveenn : GON.II pg 16 (regard), pg sell (regard, action de regarder. coup d'œil. - inspection. visière, pièce du casque qui se haussait et se baissait à volonté. HV.)

Ur sell disprizus en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg disprizuz (Il a un regard méprisant, dédaigneux).

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Sevel a reas sioulik eus e wele, en e roched, diarc’hen, diskabell ; dont a reas da gaout ar prenestr, hag en ur astenn e c’houzoug a-rez, a-hed ar voger, evit miret da vezañ gwelet, e reas ur sell en hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119

Dec’h n’oa ket evit ober ur sell eeun ouzhomp, hag hiriv e c’hoarzh ouzhomp, evel pa vijemp deuet da vezañ mignoned a galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Per, evel p’en divije klevet he mouezh, a zigoras e zaoulagad ; ur sell a garantez hag a deneredigezh a reas outi, mes n’oa evit lavaret ger.

1878
Daveenn : EKG.II p.177

Mes ouc’h an nevezinti e vez sell atav, pe e vezont mat, pe ne vezont ket.

1878
Daveenn : EKG.II p.309

M’en divije c’hoazh anavezet, dre sell, an Itron ? Siwazh ! ne c'houie ket he anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.220

Ar Bertou a reas ur sell faeüs ouc’h an dud.

1878
Daveenn : EKG.II p.319

Elumiñ a ris adarre va fennad gouloù koar ; ur sell a druez a ris c’hoazh ouc’h Herve Soutre, ouc’h Katell Eukat hag ouc’h o bugale.

1878
Daveenn : EKG.II p.56

Mes ar c’habiten a yoa un tamm lian en-dro d’e benn, goude bezañ graet ur sell outañ, a chomas krenn en e sav. — Soudarded, soudarded, krogit en den-mañ : hemañ a yoa e Kergidu.

1878
Daveenn : EKG.II p.18

Arabat eo dezho, en kement stad a vuhez ankounac'haat ez int Barzhed ha chom hep bezañ e sell, en pep tra, eus mad ar vro.

1909
Daveenn : REZI p.19

Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenoù-mañ e sell hepken d’o drastañ, na vezet dit a-berzh an doueed nemet anken, dinerzh, kleñved ha dienez !

1923
Daveenn : SKET p.84

Teñval, hag evit se ! edo ar bed d’am selloù, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale !

1923
Daveenn : SKET p.22

Dirak hor selloù e tremene peurvanoù glas Keltia, ha koabrennoù gwenn hec’h oabl.

1923
Daveenn : SKET p.41

Ouzhpenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarzh an ti, pe e sell eus ur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellies ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeriñ frank dor an ti, evit reiñ digemer ennañ d’an heol. Nemet pa ’z ae hemañ da guzh ne serred ken war an ti.

1923
Daveenn : SKET p.65

E sell a se e vezo graet anezho Keltas « ar Stourmerien, an Emgannerien dreist », Galatas « ar Gadarned », Katuriges « Rouanez an emgann », Bogi « ar C’hounezourien-vroioù », Kavari « ar Ramzed ».

1923
Daveenn : SKET p.138

Bez’ e weled ennañ, e-touez meur a dra all dedennus d’ar selloù, penn balzamet Momoros, e gaoter hag e delenn.

1923
Daveenn : SKET p.124

A-greiz-holl e c’hlazas he dremm dezhi, hag e trellas he selloù evel rak ur weledigezh euzhik.

1923
Daveenn : SKET p.105

Bet gantañ e aval, ar paotr n’en deveze ken selloù na karantez nemet evit ar vignonezig koant penn-melen he doa e roet dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.68

E-kreiz ar mor, eme an den yaouank, e tiskulias va selloù un enezenn, roc’hellek, serzh ha gouez, kribellet a venezioù, goloet a goadoù, marellet a lennoù, ervennet a stêrioù, a froudoù, a wazhredennoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.68, Notenn 4

Vindosetlos a lugernas e sell pa welas al lazhadeg.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

En arbenn ez oa aet he sell-hi d’e sell-eñ glas ha glan evel ar beure.

1924
Daveenn : SKET.II p.52

Damc’hlas o daoulagad brasbourbell, n’eus er sell anezho na krakted na meiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

Bez kreñv ; hogen, evit bezañ kreñv, striv e sell a se dalc’hmat.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

tennañ selloù ub.

1931
Daveenn : VALL pg (attirer l')attention (de qqn)

selloù

1931
Daveenn : VALL pg attention

selloù balc'h

1931
Daveenn : VALL pg (regards) arrogants

evit disteurel diwarnañ ar selloù

1931
Daveenn : VALL pg(pour ne pas attirer l')attention (sur lui)

An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.

1935
Daveenn : BREI niv. 425/1c

Teurel a reas ur sell a-dreñv, war ar vag bounner staget, aze, ouzh ar ribl, ha Lom a gollas adarre fiziañs en e blanedenn.

1944
Daveenn : ATST p.96

Ar gredenn em boa e oan [oc'h arvestiñ ouzh ur cheñchamant estlammus] ha ne gollen ket ur sell ; kement tra en em verke don em eñvor a baotr yaouank.

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Daveenn : ATST p.12

Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Ur wech m'oc'h diskennet diwar ar c'hrec'h, e tigouezhit gant ur bouchad gwez derv bodennek a guzh ouzh ar sell chapel vras Sant-Weltaz hag he feunteun santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Daveenn : EURW.1 pp.67-68

Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ha gouzout a rez penaos eo graet korf ur vaouez ? Ha gouzout a rez da betra e talv e sell ouzh an den ? Barn a rez, hep gouzout.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Daveenn : SIZH p.38

A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.

1949
Daveenn : SIZH p.64

He selloù a oa dalc'het egile dindan o beli-hud, e-giz ar golvanig dindan re ar sparfell.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Teurel a reas ur sell war ar gup ha, goude, en-dro dezhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Teurel a reas ar paotr ur sell war ar follennig, ha lenn a reas : « Madrigal de los claveles » (Madrigal ar jenoflez). Ur pezhig barzhoniezh e oa.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Ober a reas un ehan. Ar breur Arturo a stouas e sell daveti.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Siwazh ?... petra ’eo din kunuc’henniñ e giz-se ?... Bremañ, pa ’z on krog em dek vloaz ha tri-ugent, goude ma ’z eo bet dibikouzet va daoulagad gant darvoudoù fall pe vat ar vuhez, gallout a ran teurel, hep keuz na kerse, ur sell war va amzer dremenet…

1954
Daveenn : VAZA p.71

Da vervel divouch n'em eus nec'h, / Ma selloù tro war-zu an nec'h.

1960
Daveenn : PETO p78

P'eo deuet ar mare evit al lestr da guitaat ar porzh, kreiz an deiz anezhi, ez eo peursavet ar vorenn hag, en ur guitaat bro ar bananez, ez eo laouenaet hor sell gant arvest kaer menezioù ar Fouta-Djalon hag ar Sierra Leone hag a chom war wel betek an noz.

1985
Daveenn : DGBD p17

Selloù du am beze diganto, diwar o fae, dreist ar voger

1992
Daveenn : EAZB p. 103

Sioul-meurbet e oa an den, ne enebas ket, hogen teurel a reas ouzhin ur sell vil, ken e voen leun-c'hwezh-dour evel pa'm bije redet.

2012
Daveenn : DJHMH p13

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Mont a ran da deuler ur sell er gegin hep mont er sal-dour.

2015
Daveenn : EHPEA p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial