Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Doare-gourc'hemenn ar verb "sellout" en eil gour unan. Sell ! & Sell aze : setu.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

O ! ne valei ket betek hanternoz kennebeut. Sell, ne welez-te ket du-hont ur bodad gwez ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.67

Daoust ha ne ouzoc’h ket eo bourk Berven leun a soudarded ? — Sell, ya, Aotrou, gwir a livirit adarre.

1878
Daveenn : EKG.II p.108

Sell, Job, kred ac'hanon, te ha me ac'h anve neubet-kaer a dra er Politik !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

— Tê !… sell ! eme unan eus ar vartoloded, sell ! ur vorgazhenn !

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Gwashoc’h eget chas, a soñjen. Sell amañ ur vuhez avat !

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

« Dal, a lavaras an Aotrou Kont da Yann Gouer, sell aze ugent, tregont devezh-arat a roan dit d'ober war o zro. »

1944
Daveenn : EURW.1 p8-9

– « Sell 'ta, emezi, c'hwi an hini eo ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p38

« Sell ouzh ar re all ahont, sell ouzh Aogust, Pol, Iwan, n'eus ket keloù ganto da vont d'ar gêr war o c'hiz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial