1. Kementad bras, dreist ar pezh zo ezhomm.
&
Trl.
Ar fonn, ar fonn vuiañ, ar fonn muiañ : ar pep muiañ, an darn vuiañ.
Ar fonn eus an dud, ar fonn vuiañ eus ar bed.
&
Ar fonn vuiañ, ar fonn muiañ : peurliesañ, peurvuiañ.
2. Trl. (db. ar boued)
Ober fonn, fonn vat : bezañ fonnus.
Ar gwestell bihan-se ne reont ket a fonn. Lakaat an tamm pesk-mañ d'ober kement a fonn ma vo gouest da walc'hañ an holl. An tamm kig-se a ray fonn. Greun hag a ray fonn vat.
&
Padout pell.
An danvez-mañ ne ray ket a fonn.
&
Reiñ kalz.
Fonn vat a ra an ed : kalz bara en devez an den diwarnañ.
&
Trl.
Ober, teuler fonn : bezañ prim, efedus, en e labour dh.
Dav eo d'al labourerien ober muioc'h a fonn. Kement a fonn a daol en ti hag er-maez. Ar marc'h-se a daol fonn en e gerzhed.
EVEZH. : Kemm. blot. en anvioù-gwan a zeu war-lerc'h fonn, alies.