Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn.
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.
War ar c'herreg ur bern gwenan munut (kelien-mel a vez graet anezho du-hont) hag a ra ivez doare kestell-kreñv bihan da lakaat o mel ; tu a zo da zibriñ ar mel-se, met un tamm difonn eo memes tra, ne gav ket din o devefe ar gwenan bihan-se tamm bilim evit en em zifenn.
Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.
War he c'houskedenn e chome Kathrine o sellet dre ar prenestr. Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud.
Mots précédents
Mots suivants
difonnaat