Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an oberoù) Nad a ket war-raok, a zegas gounid dister. Labourioù difonn. Labourat gant seurt binvioù a vefe re zifonn. [1944] A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn. DHS. difrouezh. 2. (db. an dud) Gorrek. Un den difonn el labour. Ur paotr kalet ha kreñv met difonn da zeskiñ. 3. (db. frouezh al labour) Skort. Difonn eo bet an eost. 4. (db. ar boued) N'eo ket fetis, na walc'h ket. Bouedoù difonn. Setu d'ar chaseour tri zamm n'int ket difonn. Ur bevañs treut ha difonn. 5. (db. al lec'hioù, an hentoù) Na ergerzher ket buan. Ur vro kaer-kenañ da welet, met tenn ha difonn d'ar bale. II. Adv. 1. (db. an dud) En un doare gorrek. Adlavarit difonnik war ma lerc'h. 2. (db. an oberoù) Gant nebeut a efedusted. Al labour a vez graet difonnoc'h. ES. emsav, fonnus. 3. En un doare na zegas nemet gounid dister. Gwall zifonn ez a ma neud : berraat a ra buan ha ne hira tamm ma stamm.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

boed difonn

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Pain &c qui ne fournit pas.)

bara difonn

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Pain &c qui ne fournit pas.)

labour difonn

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Travail qui ne fournit point, qui n'avance que fort peu.)

difonn

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Qui ne fournit point, qui n'avange pas.)

difonn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg difounn

difonn eo an ed er park-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg difounn

boed difonn eo

1850
Daveenn : GON.II pg difounn

n'eo ket difonn en e gerzhed

1850
Daveenn : GON.II pg difounn

Sad a[ze] d'ar chaseer tri damm ha n'int difonn, / Ma vije a-walc'h anezho.

1867
Daveenn : MGK p97

ur boued difonn eo

1909
Daveenn : BROU p. 223 (cela nourrit peu)

difonn

1909
Daveenn : BROU p. 223 (qui ne foisonne pas)

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Daveenn : SKET p.115

Paotr kreñv ha kalet e oa, am eus klevet, mez difonn da zeskiñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

A ! me a lavar deoc’h, labour Job ha labour Lom a oa labourioù difonn.

1944
Daveenn : ATST p.26

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.

1949
Daveenn : SIZH p.39

War ar c'herreg ur bern gwenan munut (kelien-mel a vez graet anezho du-hont) hag a ra ivez doare kestell-kreñv bihan da lakaat o mel ; tu a zo da zibriñ ar mel-se, met un tamm difonn eo memes tra, ne gav ket din o devefe ar gwenan bihan-se tamm bilim evit en em zifenn.

1985
Daveenn : DGBD p129

Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

War he c'houskedenn e chome Kathrine o sellet dre ar prenestr. Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial