Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. 1. Freuzañ, diskar, dispenn. Difoeltrañ a rejont an nor da vont tre. Difoeltrañ ar c'hleuzioù. HS. drailhañ, foeltrañ. & Trl. Difoeltrañ an ti d'ober ar forn : ober udb. hep talvoudegezh o noazout d'udb. all pouezusoc'h. 2. Distagañ un taol gant ub. Yann a zifoeltras gant Pêr ur mell taol krog war e benn. HS. diastenn. II. v.g. Mont a dammoù, na chom en e bezh. Difoeltrañ a ra ar patatez. DHS. bruzunañ, dibezhiañ, drailhañ.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

difoeldriñ

1732
Daveenn : GReg pg foudroyer (Foudroyer, mettre en mille morceaux, Van.)

Nevez 'zo, dre ma ne oa ket bras a-walc'h an tachennoù evit ar mekanikoù modern eo [sic] bet difoeltret ur bochad kleuzioù graet gant al labourerien-douar.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial