I.
H.g.
1. Diskarg tredan a c'hoarvez gant an arnev etre div goumoulenn, pe etre ur goumoulenn hag an douar, hag a vez luc'hed ha kurun d'he heul.
Kouezhet eo ar foeltr : c'hoarvezet eo etre ur goumoulenn hag an douar.
2. Tr. adv.
PEMDEZ
Gant ar foeltr : buan-tre.
Mont, skarzhañ gant ar foeltr.
3. Trl. (en doare-gourc'h.)
Kerzh gant ar foeltr ! : kerzh diwar ma zro !
&
Kas ub. gant ar foeltr : e gas diwar-dro.
Tud evel-se eo ret o c'has gant ar foeltr.
II.
Tr. adv. PEMDEZ
1. (impl. da c'her pouezañ en un droienn c'houlenn)
Ger a dalvez da verkañ un arvar bras, pe da verkañ ez eur drouklaouen.
Da belec'h ar foeltr eo aet ? Piv ar foeltr zo bet amañ ? Petore anv ar foeltr e oa hennezh ?
HS. bed, diaoul, gagn, gast, kurun.
2. (dirak un adv. nac'hañ pe un ak. hep gm.)
Adverb a dalvez da greñvaat an nac'hadenn.
Foeltr den ne'm boa gwelet. Foeltr mui ne'm bo. Foeltr biken diouto ne'm bo truez.
HS. tanfoeltr.
3. Termen a ya da sevel troiennoù estlammañ.
Perak, foeltr an diaoul, perak ? N'in ket, foeltr gar din ! Mallozh ar foeltr ! emezañ.
[1924] Petra ar foeltr a c’hoarvez ganeoc’h ?
Daveenn :
GReg
pg foudre (La foudre est à craindre.)
Ar foultr a zo da vezañ doujet.
Ar foultr a so da veza douget.
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (La foudre est à craindre.)
taolet ar foeltr
taulet ar foeltr
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (Lancer la foudre, pp.)
foultr
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (tonnerre accompagné de fracas)
foeltr
foëltr
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (tonnerre accompagné de fracas)
lañsañ ar foultr
lançza ar foultr
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (Lancer la foudre.)
teurel ar foeltr
1732
Daveenn :
GReg
pg foudre (Lancer la foudre.)
foultr
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg tân (-foultr)
foueltr
1850
Daveenn :
GON.II
pg foueltr, foultr, foeltr (Foudre. Tonnerre avec grand fracas).
Skoet eo bet gant ar foultr.
Skôed eo bét gañd ar foultr.
1850
Daveenn :
GON.II
pg foultr, foeltr, foueltr (Il a été frappé de la foudre).
foultr
1850
Daveenn :
GON.II
pg foeltr, foueltr, foultr (Foudre. Tonnerre avec grand fracas), séac'h
foeltr
1850
Daveenn :
GON.II
pg foeltr, foultr, foueltr (Foudre. Tonnerre avec grand fracas).
« Foeltr[,] tamm ! Ne rin biken, n'on ket ken diskiant-se ! »
» Foeltr tamm ! ne rinn biken, n'ounn ket ken diskiant-se !
1867
Daveenn :
MGK
p84
Furchañ ha paoata a ra / Ha, gant e fri tanv alies, / Kaer en deus furgutañ, c'hwesha / E-touez kement all a lastez, / Foeltr 'vat ne gav nemet kozh flaer, / Flaer ar gevier, an ormidoù.
Furcha ha paoata a ra / Ha, gant he fri tano aliez, / Kaer enn deuz furguta, c'houesa / E touez kement all a lastez, / Foeltr vad ne gav nemet kos flear, / Flear ar gevier, ann ormidou.
1867
Daveenn :
MGK
p139
Ur wech c’hoazh, lavaret a ri, tamm-ar-foultr, eme ar c’habiten, en ur sachañ war blev ar c’hrouadur ken na vezent gwelet o nijal gant an avel, lavaret a ri ?
Eur veach c’hoaz, lavaret a ri, tamm-ar-foultr, eme ar c’habiten, en eur zacha var bleo ar c’hraouadur ken na vezent guelet o nijal gand an avel, lavaret a ri ?
1878
Daveenn :
EKG.II
p.158-159
Petra ar foeltr a c’hoarvez ganeoc’h ?
Petra ar foeltr a c’hoarve ganec’h ?
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.949 (Mae 1924)
Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houmañ a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil mallozh an aotrou Doue, d’an daoulamm-ruz etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet marv-mik, an deiz war-lerc’h.
Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houman a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil malloz an ôtrou Doue, d’an daoulamm-ru etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet maro-mik, an de war-lerc’h.
Me, a-dra-sur, am be keuz bras / O chom hep rostañ ma foultr kras / Ouzh kerc'henn lor ar milliget / Ha ken drouklaouen ' ve ma c'hleñv / Ma ne ve don ha gantañ kreñv / Ar galon fallakr hilliget.
Me, a-dra-sur, am be keuz bras / O chom hep rosta ma foultr kras / Ouz kerc'henn lor ar milliget / Ha ken drouklaouen ' ve ma c'hleñv / Ma ne ve don ha gantañ kreñv / Ar galon fallakr hiliget.
1960
Daveenn :
PETO
p66
Ma teu an dud da c'houzout ez eus unan o kastizañ ar floderion gemedel, tra m'o deus i lezet kabestr gante abaoe kement a vloavezhioù, e c'hellez kompren o deus aon na gouezhfe ar foeltr war o c'hokenn.