Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

H.g. hag adv. I. H.g. DISPRED. Foeltr. HS. kurun. II. Adv. PEMDEZ 1. (goude ur g. goul., gant ar gm. s.) Ger kreñvaat a implijer en un droienn c'houlennata. Perak an tanfoeltr en deus graet un dra a-seurt-se ! ? Petra an tanfoeltr he deus da rebech din ? [1944] Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? HS. diaoul, foeltr, gagn, gast, kurun. 2. (en un nac'hadenn, dirak un ak. pe un adv. nac'hañ) Adverb a greñva an nac'hadennoù. Tanfoeltr hini ebet ne 'm bo ! Ne gomz ouzh tanfoeltr hini ebet. Tanfoeltr biken ne zeuy ! [1954] [...] rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz. [1954] [...] tanfoeltr van ne rae Yann [...]. [1955] Tremenet e oa kala miz Ebrel ; krog ’oa ar gwez d’en em stipañ gant struj ha delioù nevez-flamm, hag an evned a gane meuleudi d’o C’hrouer, met tanfoeltr van ne raen outo. [1955] Met daou-ugent vloaz ’zo, tanfoeltr Itron ebet - ha hi o paouez kouezhañ eus lost ar c’harr – n’he divije kredet bale kêr hep un tog a-zoare gant plu, bleunioù, frouezh pe evned e-leizh warnañ [...]. [1955] [...] n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur gêr [sic, en ur ger], ouzh tanfoeltr netra. DHS. foeltr. 3. (dirak un ak.) Adverb a verk an dismegañs, ar fulor. E danfoeltr fri kromm !

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

tan foëltr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (tonnerre accompagné de fracas)

talm tanfoultr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (Coup de foudre.)

bezañ skoet gant an tanfoultr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (Etre frapé de la foudre, ou du foudre.)

talmoù tanfoultr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (Coup de foudre.)

tan foultr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (tonnerre accompagné de fracas)

skoet eo bet gant an tan-foultr

1850
Daveenn : GON.II pg foultr, foeltr, foueltr

tan-foultr

1850
Daveenn : GON.II pg tân-foultr (voyez "foultr").

Unan (kollet e ranke bezañ e skiant-vat gantañ) a savas un dervezh, en un iliz, e kador ar wirionez, hag ac’hano e krias a-bouez e benn, ar c’homzoù spontus-mañ : « O Doue, ma out e gwirionez Doue, frik ac’hanomp gant da dan foultr ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

kae gant an tañfoultr

1909
Daveenn : BROU p. 239

n'eus ket un tañfoultr

1909
Daveenn : BROU p. 239

« Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »

1944
Daveenn : ATST p.128

Gwell [sic, "gwall"] hir e kaven-me he fri sparfell, ha bez' oa en he fenn daoulagad damc'hlas evel pa vijent bet dislivet dre skuilh daeroù, rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz.

1954
Daveenn : VAZA p.11-12

Stummañ a rae 'ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann ; bugale ar skol 'vat, ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.20-21

Tanfoeltr troad ne lakaje en iliz, na zoken deiz obidoù e vignon nesañ.

1954
Daveenn : VAZA p.22

Pezhioù gallek a veze c’hoariet evel[-]just, hag anat deoc’h, tanfoeltr plac’h ne weled en hon touez war al leurenn ; troc’het e veze didruez hag a-wechoù en ur stumm fentus an holl rolloù merc’hed ; gant se, La Fille de Roland a zeuas da vezañ Le fils de Roland !!

1954
Daveenn : VAZA p.69

Tremenet e oa kala miz Ebrel ; krog ’oa ar gwez d’en em stipañ gant struj ha delioù nevez-flamm, hag an evned a gane meuleudi d’o C’hrouer, met tanfoeltr van ne raen outo.

1955
Daveenn : VBRU p.13

Met daou-ugent vloaz ’zo, tanfoeltr Itron ebet - ha hi o paouez kouezhañ eus lost ar c’harr – n’he divije kredet bale kêr hep un tog a-zoare gant plu, bleunioù, frouezh pe evned e-leizh warnañ ; anez-se, nag a fae e-touez ar Barizianed : « Fi donc ! emezo en ur gammañ o beg, une femme en cheveux ! »

1955
Daveenn : VBRU p.26

Betek-hen, emezon, n’emañ ket ar c’hiz ober kemend-all ha tanfoeltr biken ne rin !

1955
Daveenn : VBRU p.16

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Daveenn : VBRU p.52-53

Ofis publik ar brezhoneg