Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Zo bras e gementad. Ur glav stank ha fonnus. Un eost fonnus. Fonnus eo an avaloù-douar er bloaz-mañ. 2. (db. ar boued) A walc'h. Boued fonnus. HS. magus. 3. Fetis, tev, zo niverus war ur gorread resis. [1925] Un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek [...]. HS. stank. 4. Pemdez (db. an dud) Kuilh. Ur vaouez fonnus. 5. Ent strizh (db. an douar) A gresk struzh talvoudus warnañ. Bro, douar fonnus da reiñ frouezh, ed, h.a. DHS. strujus. HS. frouezhus. 6. Dre skeud. A zeu aes ha stank. Genoù ar sodien zo fonnus evit ar sotoni. 7. A c'haller tennañ gounid dioutañ. Ar bloavezhioù brezel zo bloavezhioù fonnus evit ar varc'hadourien armoù. HS. spletus. 8. (db. ar c'heuneud) A zev mat, goustadik. Un tamm koad derv fonnus da zeviñ. 9. (db. an dud) Herrek ha gredus. Ur paotr fonnus. 10. Bezañ fonnus d'al labour : bezañ efedus. An den-se zo fonnus da bep tra. II. Adv. Gant herr. Mont kuit, c'hoarvezout fonnus. Fonnus ez ez ! Se a oa erruet ken fonnus ! HS. fonnapl.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

ar bara zo fonnus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le pain) dure (long-temps)

fonnus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dru (& espais), fecond, fertile

fonnus eo an ed, ar gwin hag ar frouezh er bloaz-mañ

1732
Daveenn : GReg pg abondance

grasoù druz, ha fonnus

1732
Daveenn : GReg pg (des grâces) efficaces

fonnus

1732
Daveenn : GReg pg abondamment, abondant

ur glav stank ha fonnus

1732
Daveenn : GReg pg abondant

ur materi fonnus

1732
Daveenn : GReg pg ample

fonnus int

1732
Daveenn : GReg pg (ils sont) beaucoup (de personnes)

donet a rae fonnus ar gwad eus e c'houli

1732
Daveenn : GReg pg (le sang sortoit à gros) boüillon(s de sa plaïe)

ar bara-mañ a zo fonnus, splegeus

1732
Daveenn : GReg pg (ce pain) dure (long-tems)

fonnus

1732
Daveenn : GReg pg épais (rempli, abondant), fecond (parlant de la terre), fertile

er bloaz-mañ ez eo stank, tilh, puilh, fonnus, paot, an edoù e-barzh ar parkoù

1732
Daveenn : GReg pg (les blez sont) épais (dans les clos cette année)

a zo fonnus, a daol fonnus

1732
Daveenn : GReg pg fecond (parlant des animaux, qui produisent beaucoup)

ur vammenn founnus

1732
Daveenn : GReg pg (une source) feconde

bro fonnus e pep tra

1732
Daveenn : GReg pg (païs) fertile

bloavezh fonnus e pep tra, mat e pep feson

1732
Daveenn : GReg pg (année) fertile

en ur feson fonnus

1732
Daveenn : GReg pg fertilement

rentañ fonnus

1732
Daveenn : GReg pg fertiliser

ez founnus

1732
Daveenn : GReg pg foison (a foison.)

fonnus

1732
Daveenn : GReg pg foison (a foison.)

ur glav fonnus

1850
Daveenn : GON.II pg founn, founnuz (Une pluie abondante).

fonnus

1850
Daveenn : GON.II pg, founn, founnuz

Deuit fonnus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg founn, founnus (Venez vite).

fonnus

1850
Daveenn : GON.II pg founn, founnuz

— « Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. »

1867
Daveenn : MGK p126

Bennozh an neñv a gouezhe warno, war o douaroù ha war o loened. Madoù ar bed-mañ a greske fonnus etre o daouarn : pinvidik e oant hervez giz ar vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.175

Amañ vo foenn a-builh hag a-vern, amañ vo adtroc'h foenn, amañ vo ur peuriñ stank ha dru[z] d'al loened ; amañ vo souchenn fonnus evit gwinizh da vla.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

fonnus

1909
Daveenn : BROU p. 239 (copieux)

Gant ar pardonioù bras, an aluzenoù a veze fonnusoc’h, met ne gare ket o daremprediñ : re a bevien a gave war an heñchoù hag en-dro d’an iliz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Fonnus-ral ec’h it gant hoc’h hent.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

fonnus

1931
Daveenn : VALL pg abondamment, abondant, ample (abondant), avantageux

Seurt stêrioù a zever a-wechoù eus traonienn boutin bet donaet bep un tammig ha n'int ket bet aet da goll en dolzennad mein-raz dre ma oant fonnusoc'h eget ar re all; a-wechoù all, avat, o deus redet da gentañ dre gevioù hag an dôenn a zo kouezhet goude.

1943
Daveenn : TNKN p76

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Boued fonnus a vez eno, ha bez ’eus ivez kambroù dereat na goustont ket gwell [gwall] ger.

1954
Daveenn : VAZA p.174

"bacon" pe gig-morzhed peurliesañ); ur pred eo hennezh hag a zeuer buan d'en em voazañ outañ ha dalc'het mat e vez dezhañ

1985
Daveenn : DGBD p149

Gwelet em boa poltred an itron war ur skeudenn tennet gant ul luc'hskeudenner bale-bro : ur vaouez fonnus he bronnoù, tro enni ken ledan he c'halon hag he feultrin : e-touez ar re dreut an hini eo e kavar atav an dud pizh, treut hag imoret-fall.

1992
Daveenn : EAZB p. 17

Met trawalc'h sellout uheloc'h, ouzh ar gwaregoù mouleüret fonnus a gemer o azez war ar peulioù "gall"-se, evit merzout ur c'hemm raktres.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

Ul lunedoù moan o moull zo war e fri hag ur barv glas fonnus en deus.

2015
Daveenn : EHPEA p34

Notennoù studi

Reiñ a ra ar Gonideg ar stumm "founnuz" evel hini Bro-Leon ha "fonnuz" evel ar stumm a vez graet gantañ e broioù all. Ouzhpennañ a ra Kervarker e GON.II e talv "founnuz" kement ha "rapide", vite" pe "prompt" war bevennoù Bro-Gerne ha Bro. Wened.

Ofis publik ar brezhoneg