Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kementad bras, dreist ar pezh zo ezhomm. & Trl. Ar fonn, ar fonn vuiañ, ar fonn muiañ : ar pep muiañ, an darn vuiañ. Ar fonn eus an dud, ar fonn vuiañ eus ar bed. & Ar fonn vuiañ, ar fonn muiañ : peurliesañ, peurvuiañ. 2. Trl. (db. ar boued) Ober fonn, fonn vat : bezañ fonnus. Ar gwestell bihan-se ne reont ket a fonn. Lakaat an tamm pesk-mañ d'ober kement a fonn ma vo gouest da walc'hañ an holl. An tamm kig-se a ray fonn. Greun hag a ray fonn vat. & Padout pell. An danvez-mañ ne ray ket a fonn. & Reiñ kalz. Fonn vat a ra an ed : kalz bara en devez an den diwarnañ. & Trl. Ober, teuler fonn : bezañ prim, efedus, en e labour dh. Dav eo d'al labourerien ober muioc'h a fonn. Kement a fonn a daol en ti hag er-maez. Ar marc'h-se a daol fonn en e gerzhed. EVEZH. : Kemm. blot. en anvioù-gwan a zeu war-lerc'h fonn, alies.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

ar fonn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (pour la) pluspart

fonn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg foñ

ober a ra fonn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ober a ra) foñ

ar fonn muiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ar) foñ (muia)

gant fonn

1732
Daveenn : GReg pg fertilement

kaout fonn

1732
Daveenn : GReg pg abonder

fonn

1732
Daveenn : GReg pg fecondité, foison (abondance)

a-fonn

1732
Daveenn : GReg pg abondamment

ober fonn

1931
Daveenn : VALL pg abonder

fonn

1931
Daveenn : VALL pg abondance

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial