I.
V.g.
1. Bezañ fonnus, puilh.
Stêrioù a fonn enno an dluzhed hag an eoged. Er vro e fonn gwinizh yac'h ha n'eus ket gwerzh dezho.
DHS. paotañ, puilhañ.
2. Kreskiñ, dont stank, fonnus.
Lakaat ar garantez da fonnañ.
3. Teuler fonn, dont a-benn d'ober e labour.
Ar vaouez-mañ a fonn en ti hag er-maez.
4. Trl.
Fonnañ en e veno : delc'her mat d'e veno hep diskregiñ nepred.
DHS. fonnaat.
II.
V.k.e.
1. Dont a-benn da (ober udb.), teuler fonn a-walc'h evit (ober udb.).
En en deus kalz labour ha, neoazh, fonnañ a ra e ober.
&
Diren.
Ne fonnan ket : ne dizhan ket.
HS. tizhout.
2. Lakaat da vezañ fonnus.
DHS. puilhañ.
III.
v.k.d.
1. FONNAÑ WAR : bezañ fonnusoc'h, niverusoc'h eget.
Ar spesad-mañ a fonn war ar re all.
2. FONNAÑ DA : dont a-benn da, gallout.
Ar veleien ne fonnent ket da gofesaat e peder yezh.
IV.
v. dic'hour
FONNAÑ DA (us.) : dont a-benn da, gallout.
Ne fonne ket din o sellet holl. Ne fonn ket da zen ebet àr an douar komz anezho.
HS. tapout, tizhout.
Daveenn :
GReg
pg fournir (Je n'ai pas le tems de fournir.)
fonnañ en e opinion
founna èn e ompinion
1732
Daveenn :
GReg
pg abonder
fonnañ e pep tra
founna ê pep tra
1732
Daveenn :
GReg
pg abonder
fonnet
founnet
1732
Daveenn :
GReg
pg abonder, foisonner (pp.), fournir (Fournir à une besogne, avanger, pp.)
fonniñ
fonneiñ
1732
Daveenn :
GReg
pg foisonner (Van.)
fonnañ
founna
1732
Daveenn :
GReg
pg abonder, foisonner, fournir (Fournir à une besogne, avanger.)
fonnañ
fonna
1850
Daveenn :
GON.II
pg fonna, founna (Abonder, être en abondance. Porter profit).
fonnañ
founna
1850
Daveenn :
GON.II
pg kaouga, fonna, founna (Abonder, être en abondance. Porter profit).
fonnet
founnet
1850
Daveenn :
GON.II
pg founna (Abonder, être en abondance. Porter profit. Part.)
Fonnañ a ra e pep tra.
Founna a ra é pép trâ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg founna (Il abonde en toutes choses).
Ouzhpenn, e lavare ar sklav e fonne ar gwenan e koadoù e vro hag ec’h eosted eno e-leizh a vel (3).
Ouspenn, e lavare ar sklav e founne ar gwenan e koadou e vro hag ec’h eosted eno e-leiz a vel (3).
1923
Daveenn :
SKET
p.47
Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.
Kreski a reas eno, ha founna ha paota ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezi ker stank hag an deliennou war wez ar c’hoad, ar yeotennou er beurvan, an traezennou war an tevenn, al lommadou er mor, ar steredennou en nenv.
1923
Daveenn :
SKET
p.77-78
Enno e fonn ar pesked, kerkoulz hag an dourgon, ar reuniged, an elerc’h.
Enno e founn ar pesked, kerkouls hag an dourgoun, ar reuniged, an elerc’h.
1923
Daveenn :
SKET
p.94
En o fonnañ edo neuze aouregoù Iwerzhon.
En o founna edo neuze aouregou Iwerzon.
1923
Daveenn :
SKET
p.145 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".