Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Glas, disliv pa gomzer eus dremm pe groc'hen an dud. Un dremm morlivet. Divjod morlivet. HS. glaslivet, drouklivet.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

morlivet

1659
Référence : LDJM.1 pg defiguré

morlivet

1732
Référence : GReg pg defait, malcoloré

morlivet

1850
Référence : GON.II pg môrlivet (pâle. livide. blême..

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Référence : SKET p.114

Raktal ma voe krog da grozal an daboulin-vrezel, eus troad pep gwezenn, eus pep bodad geot, eus pep roc’hell, eus pep toull en douar, e tilammas erevent morlivet, erevent du, erevent ruz, erevent melen, a rae ged war an draonienn.

1924
Référence : SKET.II p.51

morlivet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXV, blafard, blème

Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.

1954
Référence : VAZA p.172

Dimp da welout a-bell e oa Abd-el-Aziz ur gwaz yaouank a-walc’h, war-dro tregont vloaz, met ur c’hof braoued anezhañ, dre ma ’z oa gwisket Doue ’oar gant pet ha pet sae lien ha seiz gwenn, hag o vezañ ma veze hanter ledet e gorf war ur bern torchennoù, tennet en divije d’ur wreg dougerez dare da wilioudiñ panevet d’ar varvenn du-peg ha rodellek a laoske da ziwan en-dro d’e zremm morlivet.

1954
Référence : VAZA p.135

Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.

1985
Référence : DGBD p57

Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel.

2012
Référence : DJHMH p.61

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin.

2012
Référence : DJHMH p52

L'Office public de la langue bretonne