morlivet
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
Dimp da welout a-bell e oa Abd-el-Aziz ur gwaz yaouank a-walc’h, war-dro tregont vloaz, met ur c’hof braoued anezhañ, dre ma ’z oa gwisket Doue ’oar gant pet ha pet sae lien ha seiz gwenn, hag o vezañ ma veze hanter ledet e gorf war ur bern torchennoù, tennet en divije d’ur wreg dougerez dare da wilioudiñ panevet d’ar varvenn du-peg ha rodellek a laoske da ziwan en-dro d’e zremm morlivet.
Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.
Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel.
Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
morlivid