Da c'houzout penaos ez voe puniset an tirant Maksentius evit ar c'hrim-mañ peheni a gometas, hag ar c'hrimoù arall pere a eure ez eo laquaet deomp en istoar a invañsion ar groaez.
da gouzout penaux ez voe punisset an tirant maxentius euit an crim man peheny a comettas, hac an crimou arall pe re a gueure ez eo laqueat deomp en histoar a inuention an croaix :
1576
Référence :
Cath
p25
M. Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ? D. Resev a reomp drezañ remision ar pec'hedoù pere hon eus bet kometet goude ma'z omp bet badezet.
M. Pe da tra ez seruig deomp-ny an Sacramant à Confession, autramant Pinigen? D. Receu a greomp dreizaff remission an pechedou pere hon eux bet cometet goude ma-z oump bet Badezet.
1622
Référence :
Do.
p40-42
Petra eo pec'hed aktuel ? An hini a gometomp hon-unan goude'n uzaj a rezon.
M. Petra eo pechet actuel? D. An heny a commetomp hon unan goude'n vusaig à ræson.
1622
Référence :
Do.
p36
Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.
Goude en em laquaff da soi/gall [songall] pe seurt pechedaou a-m eux commetet an dez se, en songesounaou, en comsaou, hac en euraou, hac ez goulennaff pardon ouz Doue eues an re am-eux caffet commettet gueneuff, oz proposiff mont da coffes, hac en em corigaff.
1622
Référence :
Do.
p52
Da betra e servij deomp ar sakramant a gofession, aotramant pinijenn? D. Dreizañ e resevomp ar remision eus ar pec'hedoù hon eus kometet goude ar Vadiziant.
[M.] Da petra e servich deomp ar Sacra|mant à Gofession, autramant Pinigen? D. Dreisa é recevomp ar remission eus ar pec'hedou hondeus commettet goude ar Vadiziant.
1677
Référence :
Do.
p41-43
kometet
coumetet
1732
Référence :
GReg
pg commettre
kometiñ un torfed
coumeti un torfed
1732
Référence :
GReg
pg commetre (un crime)
Neb piv bennak, eme an aviel, a c'hoanta kaout gwreg e amezeg, hennezh en deus dija kometet en e galon avoultriezh ganti.
Nep piou-bennac, eme an avyel, a c'hoanta cahout grecq e amesecq, hennezh èn deveus dija coumetet èn e galoun avoultryez gandhy.
1732
Référence :
GReg
pg (celui qui) convoite (la femme de son prochain, a déjà commi avec elle adultere dans son coeur, dit l'Evangile)