Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

GALLEK., DIZIMPLIJ. [1499, 1622, 1677, 1732] Seveniñ (udb. fall prl.). Kometiñ ur pec'hed.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

komitañ

1499
Daveenn : LVBCA p118 (commettre)

Da c'houzout penaos ez voe puniset an tirant Maksentius evit ar c'hrim-mañ peheni a gometas, hag ar c'hrimoù arall pere a eure ez eo laquaet deomp en istoar a invañsion ar groaez.

1576
Daveenn : Cath p25

M. Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ? D. Resev a reomp drezañ remision ar pec'hedoù pere hon eus bet kometet goude ma'z omp bet badezet.

1622
Daveenn : Do. p40-42

Petra eo pec'hed aktuel ? An hini a gometomp hon-unan goude'n uzaj a rezon.

1622
Daveenn : Do. p36

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

Da betra e servij deomp ar sakramant a gofession, aotramant pinijenn? D. Dreizañ e resevomp ar remision eus ar pec'hedoù hon eus kometet goude ar Vadiziant.

1677
Daveenn : Do. p41-43

kometet

1732
Daveenn : GReg pg commettre

kometiñ un torfed

1732
Daveenn : GReg pg commetre (un crime)

Neb piv bennak, eme an aviel, a c'hoanta kaout gwreg e amezeg, hennezh en deus dija kometet en e galon avoultriezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg (celui qui) convoite (la femme de son prochain, a déjà commi avec elle adultere dans son coeur, dit l'Evangile)

kometiñ ur faot, ur pec'hed

1732
Daveenn : GReg pg commettre

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial