Biskoazh ne dremenas Yann Vartolod evit ur gwaz re sammet gant an doujañs ; ober a rae ’ta un tamm krennañ d’an anvioù iskis-se, hag alies e kleven traoù evelhen [sic, evel-henn] : « Me ’zo war vourzh an Ernest, ha va breur war al Leon ».
P'edo hor bag o tistokañ diouzh al lestr war lerc'h hini an admiral, en devoa kriet warnomp ar c'hentañ-mestr "sako", dre warizi, pe marteze evit ober goap : "Brav eo d'an ebestel-mañ p'emaint o vont da welout plac'hed koant, gwragez, ha merc'hed Abd n'ouzon ket petra an diaoul, met diwallit, jaloded, da fistilhat re dost d'an ebeulezed-se : anez-se e vo graet un tamm krennañ deoc'h el lec'h m'ouzoc'h !"
Gwashañ tra, un tammig krennañ a veze graet e pep lec’h d’am feadra : e palez Ministr an Traoù Diavaez, evit va faper tremen-hent ; e ti ar Prefed Polis evit ur skrid da ziskouez n’am boa morse na laeret, na lazhet, na pec’het e stumm all ebet a-enep d’al lezenn ; e burev Koñsul Rusia a dlee sinañ ha timbchañ va holl baperennoù, ha dreist-holl testeniañ ne oan nag un dispac’her, na – Doue da virje – ur Yuzev.
Goude e jedan ar c'hresk a vo war ma gopr hag ez a ar vurevveliezh diwar ma spered. D'ar bihanañ e vin digollet eus ar c'hrennañ a zo bet graet warnañ warlene.
Mots précédents
Mots suivants
krennañ