Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
17
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Den yaouank zo etre e vugaleaj hag e oad gour. Krennarded o tont er-maez eus ar skolaj. Aze e veze ezhomm krennardezed war-dro bugale. [1954] holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat [...]. [1954] [...] ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ [...]. & Trl. Yann Grennard : anv a roer d'ar c'hrennard skouer, lesanv patrom ar c'hrennard. & Krennardenn : krennardez. Me pa oan krennardenn a veze o vaesa amañ. 2. Rouez Den krenn e vent, postek. II. Rannyezh. (db. al loened) Pemoc'h yaouank, a vent etre, war-dro 60 kilogramm dezhañ. & Gavr yaouank a vent etre.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

ur grennardez a wreg

1732
Référence : GReg pg (femme) courtaude

krennard

1732
Référence : GReg pg courtaud

krennarded

1732
Référence : GReg pg courtaud, (homme) courtaud

ur c'hrennard

1732
Référence : GReg pg (homme) courtaud

krennardez

1732
Référence : GReg pg (femme) courtaude

krennardezed

1732
Référence : GReg pg (femme) courtaude

krennardezed

1850
Référence : GON.II pg krennardez (Courtaude, celle qui est de taille courte, grosse et entassée. - Mioche, fillette, toute petite fille. HV. Pl.)

krennard

1850
Référence : GON.II pg krennard (Courtaud, celui qui est de taille courte, grosse et entassée. - Bambin, petit garçon. HV.)

krennarded

1850
Référence : GON.II pg krennard (Courtaud, celui qui est de taille courte, grosse et entassée. - Bambin, petit garçon. HV. Pl.)

Ur c'hrennard eo.

1850
Référence : GON.II pg krennard (C'est un courtaud).

krennardez

1850
Référence : GON.II pg krennardez (Courtaude, celle qui est de taille courte, grosse et entassée. - Mioche, fillette, toute petite fille. HV).

Da ur grennardez eo dimezet.

1850
Référence : GON.II pg krennardez (Il a épousé une courtaude).

Ha ma vije 'ta en em gavet warnañ krennarded Terenez, Samzon ha Perroz !

1878
Référence : EKG.II p.323

ur c'hrennad paotr

1909
Référence : BROU p. 219

ur c'hrennad a baotr

1909
Référence : BROU p. 219

A zo gwazh, e c’hoarvezas, o vezañ m’oa bravoc’h ar ouenn anezho eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouzhpenn ar pennoù-chatal, ur c’hement-mañ-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezho mevelien ha serc’hed en o ziez.

1923
Référence : SKET p.91

Gwragez ha merc’hed ar bourk a deue eno, brav an amzer anezhi, war bord ar mor, da vesa o re vras, krennarded, pere a weled o c’hoari du-hont war an traezh : darn anezhe a rae stamm, darn all a wrie, ha ret eo din hen lavaret pa eo gwir, holl e teuent eno da gaozeal, da virbilhat, ivez da glufaniñ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Neuze, distouet ganti he fenn, e welas en he c’hichen ur c’hrennard na anaveze ket.

1924
Référence : SKET.II p.12

Warc’hoazh en bourzh "ar Gwennili" e vo ur c’hrennard, aet er-maez a vugaleaj, aet war ar mor da c’honit e vuhez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

krennard

1931
Référence : VALL pg adolescent

krennardenn

1931
Référence : VALL pg adolescent

krennardenned

1931
Référence : VALL pg adolescent

krennardez

1931
Référence : VALL pg adolescent

krennardezed

1931
Référence : VALL pg adolescent

-"Gouzout a ran ; n'och c'hoazh nemet ur c'hrennard, hag ar pezh hoc'h eus graet a zo dre zievezhded. Pardonet oc'h ar wech-mañ met hiviziken pa zeuiot da Llanover, ho pet soñj eus ma c'hentel".

1944
Référence : EURW.1 p.172

Didennet e oan 'trezek ar c'hornadoù-se gant un doare sach didrec'hus, a gase war eno ma c'hammedoù krennard.

1944
Référence : EURW.1 p16

UR WECH E OA ... Ur c'hrennard, un deskard, ur soudard -Eñvorennoù yaouankiz- gant skeudennoù

1944
Référence : EURW.1 p3

Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, ur c’hrennard blev melen, daoulagad glas, kroc’henet roz hep ur vlevenn, so[n]n ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.

1944
Référence : EURW.1 p.193

En deirvet [pañsion], an hini 300 lur, e oa ar muiañ a grennarded : ar re a soñje mont da veleg, ar re a veze paeet evito gant ur beleg.

1944
Référence : EURW.1 p32

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Référence : SIZH p.43

Harpet war barlenn ar prenestr, tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal. N’emañ ket en e aes [aez].

1949
Référence : SIZH p.39

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "...

1954
Référence : VAZA p.27

Pa oan krennard, lidet e veze Sul ar Sakramant kalz kaeroc’h eget ne reer bremañ.

1954
Référence : VAZA p.39

Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù ; holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat, er gêr, er c'hatekiz, er parkeier pa vezent o vaesa pe o neizhata, e pep lec'h nemet er skol, rak eno e veze krozet dezho, ha kastizet e vezent zoken gant ar « Symbol » [sic, simbol], ar « Vuoc'h goad », kerkent ha ma tifloupe diganto ur ger en o yezh vroadel.

1954
Référence : VAZA p.8

E-keit-se, ober a raen dezhañ displegañ darvoudoù eus e vuhez krennard, komz diwar-benn tud ha traoù gwelet en e yaouankiz, ha desket am eus digantañ e-giz-se ur bern troioù-lavar, krennlavarioù, gerioù e-leizh na vezont ken distaget nemet gant ar re gozh-kozh.

1954
Référence : VAZA p.16

Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.

1985
Référence : DGBD p10

Eus an deiz diwezhañ, ne 'm eus nemet div skeudenn eus ur grennardenn eus Masoum hag a oa deut evit doare da sellout ouzh an dud o vont kuit.

1985
Référence : DGBD p191

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux