ur c'hrennard
krennardezed
krennard
krennarded
krennardez
Gwragez ha merc’hed ar bourk a deue eno, brav an amzer anezhi, war bord ar mor, da vesa o re vras, krennarded, pere a weled o c’hoari du-hont war an traezh : darn anezhe a rae stamm, darn all a wrie, ha ret eo din hen lavaret pa eo gwir, holl e teuent eno da gaozeal, da virbilhat, ivez da glufaniñ.
krennard
krennardenn
krennardenned
krennardez
krennardezed
Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.
Harpet war barlenn ar prenestr, tennañ a ra hir ar c’hrennard war e anal. N’emañ ket en e aes [aez].
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "...
Pa oan krennard, lidet e veze Sul ar Sakramant kalz kaeroc’h eget ne reer bremañ.
Gwir eo, er mare-se ne veze ket klevet ar vugaligoù o trailhañ gallegach dre an heñchoù ; holl a raent [sic], krennarded koulz ha merc'hed, gant ar brezhoneg dalc'hmat, er gêr, er c'hatekiz, er parkeier pa vezent o vaesa pe o neizhata, e pep lec'h nemet er skol, rak eno e veze krozet dezho, ha kastizet e vezent zoken gant ar « Symbol » [sic, simbol], ar « Vuoc'h goad », kerkent ha ma tifloupe diganto ur ger en o yezh vroadel.
Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.
Eus an deiz diwezhañ, ne 'm eus nemet div skeudenn eus ur grennardenn eus Masoum hag a oa deut evit doare da sellout ouzh an dud o vont kuit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
krennardenn