Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Dre vras. 1. [1732, 1927, 1931] Tamm koad, tanav prl., hir pe hiroc'h, a c'haller derc'hel en e zorn hag a dalvez d'ober tra pe dra. HS. plankenn. 2. Dre heveleb., PEMDEZ. [1927, 1931] Benveg, traezenn pe rann eus un draezenn bennak, hirik, plat, ha tanav e stumm. Ur fuzuilh gaer zo gantañ, pegement e koust un astell seurt-se ? II. Ent strizh. 1. KEGIN. [1927] Tamm koad, tanav peurliesañ, da veskañ yod, da dreiñ krampouezh, h.a. 2. KOZH & TEKNIK (db. al lin) [1927] Lavnenn sichet en ur bank da spadoulat al lin a-raok e gribat. HS. brae, paluc'henn. 3. [2015] Plankenn lakaet a-led ouzh ur voger pe klenket en ur pres pe un armel-levrioù a renker traezoù warnañ. Lakaat al levrioù en-dro war o astell. Binvioù renket war estell. [2015] Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin. HS. astellenn, estajerenn, stalenn. 4. MEZEG. Plankennig dibleg e koad, metal, plastr pe garton a reer gantañ da zerc'hel difiñv en e lec'h un ezel torret pe c'hloazet. HS. askloedenn, sklisenn.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

estell

1732
Référence : GReg pg attelle

astell

1732
Référence : GReg pg attelle (éclat de bois fendu)

astell

1927
Référence : GERI.Ern pg astell

estell

1927
Référence : GERI.Ern pg astell

estell

1931
Référence : VALL pg ais, attelle

astell

1931
Référence : VALL pg ais, atelle, broie

Meur a levr a oa war un astell.

2012
Référence : DJHMH p. 75

Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin, eus ar re a implij Adriani ivez evit notenniñ ar prenadennoù a zo da ober, tennañ a ra ur follenn dioutañ, skrivañ un niverenn warni hag he reiñ din.

2015
Référence : EHPEA p49

Étymologie

Termen da dostaat d'ar c'hembraeg "astell" kenster gantañ. Amprest digant al latin izel "astella" pe war-eeun diwar ar galleg kozh "asteles", "attelle" hiziv (sklisenn).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux