I.
Dre vras.
1. [1732, 1927, 1931] Tamm koad, tanav prl., hir pe hiroc'h, a c'haller derc'hel en e zorn hag a dalvez d'ober tra pe dra.
HS. plankenn.
2. Dre heveleb., PEMDEZ.
[1927, 1931] Benveg, traezenn pe rann eus un draezenn bennak, hirik, plat, ha tanav e stumm.
Ur fuzuilh gaer zo gantañ, pegement e koust un astell seurt-se ?
II.
Ent strizh.
1. KEGIN.
[1927] Tamm koad, tanav peurliesañ, da veskañ yod, da dreiñ krampouezh, h.a.
2. KOZH & TEKNIK (db. al lin)
[1927] Lavnenn sichet en ur bank da spadoulat al lin a-raok e gribat.
HS. brae, paluc'henn.
3. [2015] Plankenn lakaet a-led ouzh ur voger pe klenket en ur pres pe un armel-levrioù a renker traezoù warnañ.
Lakaat al levrioù en-dro war o astell. Binvioù renket war estell.
[2015] Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin.
HS. astellenn, estajerenn, stalenn.
4. MEZEG.
Plankennig dibleg e koad, metal, plastr pe garton a reer gantañ da zerc'hel difiñv en e lec'h un ezel torret pe c'hloazet.
HS. askloedenn, sklisenn.
Goude ez a da gemer ur bloc'hig-notennoù diwar un astell er gegin, eus ar re a implij Adriani ivez evit notenniñ ar prenadennoù a zo da ober, tennañ a ra ur follenn dioutañ, skrivañ un niverenn warni hag he reiñ din.
2015
Daveenn :
EHPEA
p49
Etimologiezh
Termen da dostaat d'ar c'hembraeg "astell" kenster gantañ. Amprest digant al latin izel "astella" pe war-eeun diwar ar galleg kozh "asteles", "attelle" hiziv (sklisenn).