a-dreuz
a-dreuz hag a-hed
E strizhenn an "Dorioù Houarn" e kaver evel-se kevioù dezho 40 m donder bet kleuzet gant froud foll an Donau (Danube) o tigeriñ e hent a-dreuz aradennad ar C'harpatoù.
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.
Daoust da se, forzh pegen saourus e oa pesked Belem, santout a raen evel pa vije sac’het un draen a-dreuz em c’horzailhenn.
Aet e oa da anaon an Aotrou Hamon, rener kloerdi bihan Landreger. Gwazh a se din ! rak skoazellet e vijen bet gantañ evel gwechall pa oan kloareg dindan e veli, ha mont va-unan[-]penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h, rak hervez ma tistage va zad-kozh Biz Kamm : Neb en deus en deus, / Ha neb n’en deus ket a sell a-dreuz.
Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.
krevier moc'h dizimplij, marchosioù chomet goullo, an avel a ziskante ur maen-glas bennak diouzh o zoenn, ne veze ket stanket an toull, intrañ a rae ar glav, padus ha pennek, pri ar mogerioù, hag un deiz bennak, setu, un tamm moger a zisac'he, a-dreuz ez ae framm an doenn, a-barzh flastrañ, un deiz, etre mogerioù dismantret.
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.
Ur ger a-dreuz ha setu kollet ar c'hrogad ganeoc'h rak a-drugarez d'ar ger-se e vo tu dezhe tamall deoc'h bezañ feuls ha dichek.
Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.
Bepred e c'hall an traoù mont a-dreuz, hag hoc'h enebourien tremen deus ar gourdrouz d'ar feulster.
Ouzhpenn-se e sikour evel-just ar stourmoù feuls-se da zibolitikaat ha da gompren a-dreuz ar feulster-se, abalamour ez int dreist-ordinal hag a-wechoù damsklaer (feulster ar stourmerien emren da skouer).
Mots précédents
Mots suivants
a-dreuz