dibenn
Betek dibenn ar C'hentañhoalad e vije bet an douaroù diveuz (pe veuzet e morioù dizon) bodet holl asamblez[s] ; ar Meurvorioù a vije bet o c'holeiñ ar peurrest eus ar bed.
Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.
Ha koulskoude un devezhiad heol er c'hoad meur, pa vezer en amzervezh sec'h (homañ a bad dre vras [dre-vras] eus dibenn miz mae betek war-dro hanter miz gwengolo) a zo un darvoud dudius evit an den : fresk an amzer, ur souezh, skañv ha laouen an aer.
E-keñver ar re all avat e tiskoueze bezañ gougemerus, sebet a-wechoù - hag avius kouls lavarout - gant terzhienn angerzhek an dud emellet e gwalloberoù. Hag, en dibenn-holl, e oa douget da skoazellañ kentoc'h eget da damall.