Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en amzer) Lodenn diwezhañ ur pennad amzer. Da zibenn miz Gouere e teuin. E dibenn ar c'hantved tremenet. A-raok dibenn an deiz. Gouelioù dibenn bloaz. HS. diwezh, fin. & Tr. adv. WAR ZIBENN : e dibenn. War zibenn ar c'hentañ kantved. 2. (db. ar gerioù, ar frazennoù pean testennoù) Penn diwezhañ. E deroù pe e dibenn ar gerioù. Dibenn ar frazenn gentañ. E dibenn al levr e kavor ur roll eus an anvioù divoutin meneget ennañ. 3. Dibenn-ger. Dibennoù stummoù displeget ar verboù.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Da ziluziañ e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe amañ hag ahont war ar pajennoù anezhañ : 1° taolennoù-douaroniezh [...]

1923
Daveenn : SKET p.6

Meurbet sakr e tremener an holl benn-tir a zibenn an enezenn er c’huzh-heol rak, estreget bez Nemetos, e kaver warnañ bezioù stank m’emañ er goudor enno relegoù mibien ha gourvibien an den-meur.

1923
Daveenn : SKET p.130

dibenn

1931
Daveenn : VALL pg achèvement, bout (d'une chaîne, corde, la fin, l'extrémité la plus eloignée)

Betek dibenn ar C'hentañhoalad e vije bet an douaroù diveuz (pe veuzet e morioù dizon) bodet holl asamblez[s] ; ar Meurvorioù a vije bet o c'holeiñ ar peurrest eus ar bed.

1943
Daveenn : TNKN p89

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Ha koulskoude un devezhiad heol er c'hoad meur, pa vezer en amzervezh sec'h (homañ a bad dre vras [dre-vras] eus dibenn miz mae betek war-dro hanter miz gwengolo) a zo un darvoud dudius evit an den : fresk an amzer, ur souezh, skañv ha laouen an aer.

1985
Daveenn : DGBD p56

E-keñver ar re all avat e tiskoueze bezañ gougemerus, sebet a-wechoù - hag avius kouls lavarout - gant terzhienn angerzhek an dud emellet e gwalloberoù. Hag, en dibenn-holl, e oa douget da skoazellañ kentoc'h eget da damall.

2012
Daveenn : DJHMH p9

Pariz 33m, Chartres 35,5m, Reims 38m, Amiens 42m, Beauvais - an uhelañ er bed - 48m ; sellout ouzh skejadoù Amiens ha Kemper

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Bulgaria, Hongria, Tchekoslovakia, RDA, Milosevic e Serbia...) hag en Azia

2015
Daveenn : DISENT p11

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial