I.
1. (db. an dud, al loened)
Hep penn, troc'het e benn dezhañ.
Ur c'horf dibenn.
2. Dre skeud.
Diboell.
Un tamm plac'h dibenn eo. Deskiñ d'ur bugel bezañ fur, ha pa vefe ar re all dibenn.
[1877] Pennoù-bras kêr,[...] ar re a dlee reiñ skouer vat d’ar bobl [...] a gouezhas da gentañ d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.
HS. skañvbenn.
&
Dre ast.
Aet sot gant an alkool.
En em reiñ a reas d'ar vezventi, ha ken dibenn e oa ma voe ret meur a wech d'an archerien kregiñ ennañ.
3. (db. ar c'homzoù, an istorioù, h.a.)
Sot, hep ster ebet.
Ne oar nemet kontañ sorc'hennoù dibenn.
II.
Adv.
Référence :
GON.II
pg dibenn (Il est étourdi comme un hanneton).
Dibenn-bras eo an den-se.
Dibenn brâz eo ann dén-zé.
1850
Référence :
GON.II
pg dibenn (Cet homme est fort léger, fort inconstant...)
Pennoù-bras kêr, evel m’am eus her lavaret deoc’h, ar re a dlee reiñ skouer vat d’ar bobl ha miret na vije saotret o c’hêr gant traoù ker sot, a gouezhas da gentañ d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.
Pennou braz kear, evel m’am euz her lavaret d’ehoc’h, ar re a dlie rei skouer-vad d’ar bobl ha miret na viche saotret ho c’hear gant traou ker zot, a gouezaz da genta d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.
1877
Référence :
EKG.I.
p.182
Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.
Hogen evit se e vezo d'eze red beza poellek en o enklaskou gant aoun rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da drei enep d'ar vro.
1909
Référence :
REZI
p.19
dibenn
1923
Référence :
SKET
p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Acéphale ; sans tête (propre et figuré), étourdi".
"dibenn" [...] rgv.
1923
Référence :
SKET
p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inconsidérément".