I.
(db. al loened)
Rann diaraok an dremm a valir diouti.
Min ar pemoc'h.
HS. moj.
II.
(db. an dud)
1. Dremm.
Diskouez ur min laouen, flour, rok. Bezañ ruz e vin.
2. Trl.
Ober kozh vin : diskouez bezañ displijet, doaniet.
&
Ober minoù : ober ardoù, orbidoù.
&
Ober min mat da, ouzh ub. : ober degemer mat dezhañ.
Ret eo ober min mat d'ur gompagnunezh a zeu d'o gwelet. Int a ra min mat a-walc'h ouzh ar re o istim.
Poan a-walc’h am eus gant va saout, rak aze, sellit, emañ ar vuoc’h vrizh hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-se, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da vezañ ker gwazh hag hi.
Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi.
1878
Référence :
EKG.II
p.157
An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troioù pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro.
An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troiou pemdeziek an teir alarc’hez, o spïas meur a wech war o distro.
1923
Référence :
SKET
p.114
Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezhi Pandemos, blev-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war ur bouc’h, arouez an orged.
Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezi Pandemos, bleo-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war eur bouc’h, arouez an orged.
1923
Référence :
SKET
p.100
Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…
Pa zelle outan, krinet e vin ha dislivet, krommet e ziouskoa dindan ar blâvejou, ive dindan pouez ar vuhe diroll an nevoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…
1925
Référence :
BILZ2
p.153
liv ar marv war e vin
liou ar maro war e vin
1931
Référence :
VALL
pg blème
min hoc'h-gouez
min-houc'h-gouez
1931
Référence :
VALL
pg boutoir (de sanglier)
Eñ am c’hare, a lavaras din, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o sentiñ ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…
Heñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plega dindan ma domani, oc’h ober diouz ma youl, o senti ouzin hag o heulia ac’hanoun ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gamberad [sic] da ober goap eus e vin gwregel…
1944
Référence :
EURW.1
p.193-194
Ar plac'h yaouank-mañ he devoa dremm un Italiadez : du bran he blev hag he daoulagad, hag ur min gwerc'hez Rapahël.
Ar plac'h yaouank-mañ he devoa dremm eun Italiadez : du bran he bleo hag he daoulagad, hag eur min gwerc'hez Rapahël.
1944
Référence :
EURW.1
p.174
— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »
— « Gwell eo eur voutailhad jistr eget al louzou-mañ, a reas an Aotrou Huerou-Kerizel, a oa eur bever brao, hag eun den karget a yec'hed, gant eur min ruz, eun dioujod bougennek, eur c'hof enorapl. »
1944
Référence :
EURW.1
p77
Setu gwreg kamm skrivagner kêr, / Ur mousc'hoarzh skedus war he min, / Da vaouez kintus Tin an Hêr, / O kontañ doare al loen fin.
Setu gwreg kamm skrivagner kêr, / Eur mousc'hoarz skedus war he min, / Da vaouez kintus Tin an Hêr, / O konta doare al loen fin.