Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. al loened) Rann diaraok an dremm a valir diouti. Min ar pemoc'h. HS. moj. II. (db. an dud) 1. Dremm. Diskouez ur min laouen, flour, rok. Bezañ ruz e vin. 2. Trl. Ober kozh vin : diskouez bezañ displijet, doaniet. & Ober minoù : ober ardoù, orbidoù. & Ober min mat da, ouzh ub. : ober degemer mat dezhañ. Ret eo ober min mat d'ur gompagnunezh a zeu d'o gwelet. Int a ra min mat a-walc'h ouzh ar re o istim.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

min

1499
Daveenn : LVBCA p145 ('bouche')

min

1659
Daveenn : LDJM.1 pg museau

min

1850
Daveenn : GON.II pg mîn

minoù

1850
Daveenn : GON.II pg mîn

Bez’ ez eus an Aphroditê-bobl, a reont anezhi Pandemos, blev-du, lagad-du, min kramennet merc’hed ar C’hreisteiz, ha hi azezet war ur bouc’h, arouez an orged.

1923
Daveenn : SKET p.100

An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troioù pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro.

1923
Daveenn : SKET p.114

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

liv ar marv war e vin

1931
Daveenn : VALL pg blème

min hoc'h-gouez

1931
Daveenn : VALL pg boutoir (de sanglier)

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

Ar plac'h yaouank-mañ he devoa dremm un Italiadez : du bran he blev hag he daoulagad, hag ur min gwerc'hez Rapahël.

1944
Daveenn : EURW.1 p.174

— « Gwell eo ur voutailhad jistr eget al louzoù-mañ, a reas an aotrou Huerou-Kerizel, a oa ur bever brav hag un den karget a yec'hed, gant ur min ruz, un divjod bougennek, ur c'hof enorapl. »

1944
Daveenn : EURW.1 p77

Setu gwreg kamm skrivagner kêr, / Ur mousc'hoarzh skedus war he min, / Da vaouez kintus Tin an Hêr, / O kontañ doare al loen fin.

1960
Daveenn : PETO p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial