Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1732, 1850] Ruilhenn vetal a lakaer en-dro d'ur biz, evel bravig. Lakaat ur walenn war e viz. Ur walenn aour pe arc'hant. & [1931] Gwalenn-viz : gwalenn. Gwalenn-dimeziñ : bravig metal a lakaer en-dro d'ar biz-gwalenn da ziskouez ez eur dimezet. Gwalenn-eured : bravig metal a lakaer en-dro d'ar biz-gwalenn da ziskouez ez eur euredet. & [1732, 1931] Gwalenn-eskob : gwalenn gwisket gant an eskibien da arouez o eskobelezh. 2. Ent strizh [1732, 1931] Bravig metal kelc'hiek a lakaer en-dro da viz-ar-bizoù evit aroueziañ an eurediñ. An hini a lakai ar walenn dezhi a vo da wreg. & Eskemm ar gwalinier : eskemm div walenn etre daou bried, evit an eured. & Trl. Terriñ ar walenn, e walenn : bezañ disleal d'e bried. 3. Dre skeud. [1850] Traezenn e stumm ur c'helc'h. Gwalenn an alc'hwez. & STEREDON. [1931] Gwalenn(où) : doare kelc'h, anezhañ un engroeziad munudoù kalet - pep hini anezho o kaout e dizh e-unan - a gaver en-dro da bladennoù zo. Gwalennoù Yaou, Sadorn, Ouran.

Exemples historiques : 
28
Masquer la liste des exemples

gwalinier

1659
Référence : LDJM.1 pg anneau

gwalenn

1659
Référence : LDJM.1 pg anneau

Neuze ar gwaz a laka ar walenn-se war biz ar vaouez, evit ma ouezo-hi kerkoulz penaos ne dle james he c'halon kaout afeksion evit den all ebet endra vevo war an douar an hini ma teu hor Salver eus e reiñ dezhi.

1727
Référence : IN p336

gwalenn

1732
Référence : GReg pg anneau, bague (anneau d'or, ou, d'argent, où il y a quelque pierre précieuse enchassée)

gwalenn an eskob

1732
Référence : GReg pg anneau

gwalenn ur balañs

1732
Référence : GReg pg balance (le fleau d'une balance)

gwalinier eured

1732
Référence : GReg pg bague (de nôces)

gwalenn eured

1732
Référence : GReg pg bague (de nôces)

gwalinier

1732
Référence : GReg pg bague (anneau d'or, ou, d'argent, où il y a quelque pierre précieuse enchassée)

gwalenn eured

1732
Référence : GReg pg bague (de nôces)

gwalenn

1732
Référence : GReg pg bague (anneau d'or, ou, d'argent, où il y a quelque pierre précieuse enchassée)

gwalennoù

1732
Référence : GReg pg anneau, bague (anneau d'or, ou, d'argent, où il y a quelque pierre précieuse enchassée)

Kasit va gwalenn da frammañ.

1850
Référence : GON.II pg framma (Envoyez ma bague à souder).

gwalenn

1850
Référence : GON.II pg bizou, gwalen (Bague ou anneau uni et sans chaton).

gwalenn an alc'houez

1850
Référence : GON.II pg alc'houez (La tige de la clef).

gwalinier

1850
Référence : GON.II pg gwalen (Bague ou anneau uni et sans chaton. Pl.)

Va gwalenn eured eo.

1850
Référence : GON.II pg gwalen (C'est ma bague de noce).

gwalenn eured

1850
Référence : GON.II.HV pg gwalen-eûred (Alliance, bague de noce).

Diwar-benn ar gwalinier-gar gant ar Gelted e marevezh an arem, sellout Déchelette, Manuel, Age du Bronze, pp. 310-316.

1923
Référence : SKET p.62

Sellet a rae, ur wech an amzer, eus ["ouzh"] ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siwazh ! kalon ur plac’hig koant, daoust hag-eñ a zo evit trec’hiñ war youl rust un tad, pe war birbilherezhoù kazus ur vamm ?

1925
Référence : BILZ2 p.150-151

gwalenn-viz

1931
Référence : VALL pg anneau (bague), bague

gwalenn-ufern

1931
Référence : VALL pg anneau (de cheville)

gwalenn eured

1931
Référence : VALL pg alliance (bague de mariage)

gwalennoù-biz

1931
Référence : VALL pg anneau (bague), bague

gwalenn

1931
Référence : VALL pg anneau, bague

gwalenn-eskob

1931
Référence : VALL pg anneau (pastoral)

gwalennoù Sadorn

1931
Référence : VALL pg (les) anneau(x de Saturne)

Tennañ a reas un dic'hwezhadenn. Diwisket he devoa ur vanegenn. He gwalinier a daolas skleuroù. Ar breur Arturo a selle ouzh he brennid o sevel hag o tiskenn, hervez anal ar vaouez.

1949
Référence : SIZH p.46

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux