1. (db. an dud)
Gwechad gourdrouz ub. pa vezer imoret fall.
Ur grozadenn a voe : n'out ket evit teuler evezh, sapre tamm traoù !
DHS. soroc'h.
2. Bomm mouezh taolet gant loened gouez zo.
An tigr a zistro d'e gev gant ur grozadenn raouliet. Kreñvaet e oa mouezh al leon hag e tistagas ur grozadenn.
3. (db. an traoù)
Gwechad leuskel un trouz boud, teñval, padus.
Krozadenn ar mor.