Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. GWECHALL 1. [1499, 1576, 1622] Stumm ar rannig-verb "e", implijet dirak ar verboù o kregiñ gant ur vogalenn pe ur gensonenn. [1499] ez aparchent. [1576] Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c. [1576] Amañ ez komañs ar vuhez ha[g al] lejent an itron Santez Katell. [1576] Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksio diouzh an doueoù[. »]. [1576] Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet. [1622] Pe en tra ez koñsist an eürusted peheni a esperomp da gavout en vuhez all ? D. Da welet Doue fas-ha-fas, ha da jouisañ anezhañ eternalamant. [1732] Ret ma eo ez veze evet dezhañ, rak terrupl e vesteode o parlant. 2. [1538] Stumm implijet dirak ar rannig-verb "e" heuliet gant ar veb "bezañ". [1576] Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri. [1576] Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'ar gouvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'ar gêr a Aleksandri hag en oz devize prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ ur werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.] [1538] En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont. II. BREMAÑ [1677] Adstumm eus ar rannig verb "e" dirak ur vogalenn pe ur stumm eus ar verb "bezañ" pe "mont". HS. ec'h. [1677] M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen. [1732] Me a laka klaoustle ez eo.

Exemples historiques : 
53
Masquer la liste des exemples

ez aparchant

1499
Référence : LVBCA p25, 75 (il appertient)

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Référence : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

[« F]aezhañ a ra an holl dud savant hag ez lavar penaos hon doueoù ez int diaouloù[. »]

1576
Référence : Cath p11

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Référence : Cath p11

12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]

1576
Référence : Cath p11

[«]Hag inkontinant ez aparisas an ael dezhi hag he admonetas da vezañ ferm ha konstant[;] ivez he asuriñ [a reas] na vise ket hepmuiken faezhet gant an re-se, hogen ivez en o c'hoñvertise d'an fez, hag en o c'honduize da vezañ merzherien[.»]

1576
Référence : Cath p12

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Référence : Cath p4

Amañ ez komañs an vuhez ha[g al] lejent an itron Santez Katell.

1576
Référence : Cath p4

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Référence : Cath p5

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Référence : Cath p5-6

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Référence : Cath p6

11. Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'an c'houvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'an gêr a Aleksandri hag en oz devi[z]e prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ un werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.]

1576
Référence : Cath p10-11

M. Pe en tra ez koñsist an eürusted peheni a esperomp da gavout en vuhez all ? D. Da welet Doue fas-ha-fas, ha da jouisañ anezhañ eternalamant.

1622
Référence : Do. p10

Ouzhpenn e ve mat kavout ur c'hreunenn vinniget evit gounit induljañsoù ouzh o lavaret.

1622
Référence : Do. p56

Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken

1622
Référence : Do. p16

C'hwi a lavar e kredit e Doue, petra ez eo Doue ? D. Bezañ ez eo krouer an neñv hag an douar, hag an aotrou universel a gement tra zo.

1677
Référence : Do. p13

M. Leveret-hi [an Ave Maria] e brezhoneg ? Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou zo geneoc'h, binniget ez oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo ar frouezh eus ho kof, JEZUZ. Santez Vari, Mamm da Zoue, pidit evidomp-ni pec'herien, bremañ, hag en eur hor marv, Amen.

1677
Référence : Do. p21

M. Hag an Drinded binniget[,] petra ez eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered santel : tri ferson en un Doue hepmuiken.

1677
Référence : Do. p15

En ul lev gordenn ec'h eus ur chadenn a c'hwec'h-ugent troatad diazezet c'hwec'h-ugent gwech.

1699
Référence : Har. pg a, chadenn, c'hwec'h, diazezet, en, eus, ez, gwech, kordenn, lev, troatad, ugent (une lieüe contient une corde de six vingt piez assise par six vingt fois)

Me laka ez eo.

1732
Référence : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Référence : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

gant mignoni evit hoc'h-unan ez oc'h kollet

1732
Référence : GReg pg amour

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Référence : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

aba'z eo bet krouet ar bed

1732
Référence : GReg pg (depuis la) creation (du monde)

me a enev troidelloù an den-hont, hag a oar penaos ez oc'h ar favorer anezhañ, e favorer

1732
Référence : GReg pg (je connois les tours de cet homme, & vous) en (êtes le fauteur)

Aveet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Référence : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Aveet en deus ar meuz-boued hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Référence : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Da ez kafan ez teuec'h

1732
Référence : GReg pg gré (Je trouve à gré que vous veniez, j'agrée que vous veniez.)

disklêriañ da ur re en e fas ez lavar gaou

1732
Référence : GReg pg démentir (reprocher à quelqu'un qu'il a menti)

Bezañ ez sklas ha bezañ ez sklaso.

1732
Référence : GReg pg geler (Il géle & il gélera.)

Me gouch ez eo.

1732
Référence : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

Pe war dra ez diazezit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

Pe war dra ez fontit-hu ho koulenn ?

1732
Référence : GReg pg fonder (Sur quoi fondez-vous vôtre demande ?)

A-wizhioù ez kemere ur ger evit un' all.

1732
Référence : GReg pg fourcher (La langue lui fourchoit quelquefois à son sermon.)

Ret ma eo ez veze evet dezhañ, rak terrupl e vesteode o parlant.

1732
Référence : GReg pg fourcher (Il falloit qu'il eût bû, car dans l'entretien la langue lui fourchoit beaucoup.)

Me a laka klaoustle ez eo.

1732
Référence : GReg pg gager (Je gage que oüi.)

A-c'hin ez eont.

1850
Référence : GON.II pg a-c'hîn

Béz' éz eûz unan bennak en ho ti.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, "Il y a quelqu'un chez vous".

Hinoniñ a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave un dachennad traezh gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennoù digaset gant an tonnoù-mor.

1923
Référence : SKET p.33

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Référence : SKET p.115

Ker skiantek ha poellek ez oant ha ma ’z oant kaer, ma kavas dezho na vije ket difur sevel kevredad gant an diavaezidi o tont eus a bell-vro ha stumm dezho kaout c’hoant da chom ur pennad el lec’h-se.

1923
Référence : SKET p.99

anaout war un dra bennak ez...

1931
Référence : VALL pg apercevoir (s'apercevoir d'après l'aspect de qq chose que...)

anat warnañ ez eo mezv

1931
Référence : VALL pg apparaître (il apparait d'après son allure qu'il est ivre)

Gouzout a ran, ez penn ez eus merc’hed a-ziavaez-bro.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...

1949
Référence : SIZH p.44

- Breur Celestino, en ho plas ez afen da gofes. Ha pediñ a rafen, ken a... - Marteze ! C'hwi avat, n'oc'h nemet un tamm koad.

1949
Référence : SIZH p.47

Mar boa plijus a-walc'h evidon bezañ o labourat en tachadoù ma oa manet divoulc'h ar c'hoad, ez eo ur c'hoari all pa ranker treuziñ an tachennoù plantet.

1985
Référence : DGBD p58

Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.

2015
Référence : DISENT p66

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Référence : DISENT p59

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Référence : DISENT p61

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Référence : DISENT p82

Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.

2015
Référence : DISENT p62

P'emaomp ganti ez eo an harz-debriñ pe, taeroc'h c'hoazh, an harz-evañ, an doareoù feulsañ a c'hall ur stourmer difeuls ober outañ e-unan.

2015
Référence : DISENT p65

Note d'étude

Un adstumm da "ez" e "en" a gaver e skouerioù zo eus Cath (1576). Gortozet e vije bet ur c'hemmadur war-lerc'h "ez" er skouer gant Gregor "Pe var dra ez diasezit-hu" (1732). Ne c'haller ket gouzout pe ur vi-koukoug pe un implij dibar da C'hregor an hini eo. E skouerioù all eus an XVIIIvet kantved eo notennet disoc'h ar c'hemmadur kemmesket evit "d" avat (Instructionou -IN- gant ar Brizh da skouer).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux