I.
A.
1. Taol bazh.
Reiñ ur vazhad d'ul loen. Ur saead, ur gwiskad bazhadoù : un niver bras a daolioù bazh.
[1877] Ha ne d’eo ket an dra-se reiñ d’an enebour bazhad evit bazhad, pe, evit lavaret gwell, tenn evit tenn ?
&
Dre ast.
Taol pounner.
Roet em eus ur vazhad d'egile war kostez e c'henoù.
2. Barrad poan lemm.
Pa bouezan war ma dant klañv, hennezh a ro ur vazhad din-me.
HS. Ber (1), broud, flemm.
B. Dre skeud.
1. Gwall daol, reuziad.
Diskaret e voen gant ar vazhad-se. Pebezh bazhad am eus bet gant ar c'heloù-se.
2. Rebech, tamall kalet a reer da ub., taol flemmus.
Se a oa reiñ ur vazhad din. Gouzout a ouie a-walc'h e oa o tarc'haouiñ bazhadoù dezhañ abaoe an taol all. Setu aze ur vazhad dit a-dreuz da chouk.
3. Respont dichipot.
O kaout ar vazhad-se e voent lakaet nec'het-bras.
4. Pemdez
Fakturenn, notenn ker-ruz, zo he sammad kalz en tu-hont d'ar pezh a c'hortozed.
Sell aze ur vazhad dit !
II. Trl. skeud.
Bazhad tan, bazhad gouloù : bann sklêrijenn.
Ha me ha gwelet div pe deir bazhad tan o tont eus an tour-tan.
Référence :
GReg
pg bastonner (donner des coups de bâton)
bazhadoù
bazadou
1732
Référence :
GReg
pg bastonnade, (huile de) cotret
roet bazhadoù
roet bazadou
1732
Référence :
GReg
pg bastonner (donner des coups de bâton)
bazhad
bazad
1850
Référence :
GON.II
pg bazad (Coup de bâton).
Gant ur vazhad en deus lazhet ar c'hi.
Gañd eur vazad en deûz lazed ar c'hî.
1850
Référence :
GON.II
pg bazad (Il a tué le chien d'un coup de bâton).
bazhadoù
bazadou
1850
Référence :
GON.II
pg bazad (Coup de bâton. Le pluriel "bazadou" exprime ce qu'on entend en français par "bastonnade", "volée de coups de bâton").
Ha ne d’eo ket an dra-se reiñ d’an enebour bazhad evit bazhad, pe, evit lavaret gwell, tenn evit tenn ?
Ha ne d’eo ket an dra-ze rei d’an enebour bazad evit bazad, pe, evit lavaret guell, tenn evit tenn ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.298
Va eilmestr amañ a gemero an neb a garo, mes ret e vezo dezhañ kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan bennak da druezañ, e c’hellfemp holl chom eno ; tud ar vro-mañ, evito da vezañ touellet gant Doue, a oar herzel start pa gavont o zro, ha reiñ bazhad evit bazhad.
Va eil-mestr aman a gemero an nep a garo, mez red e vezo d’ezhan kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan-bennag da drueza, ec’h elfemp-oll chomm eno ; tud ar vro-man, evitho da veza touellet gant Doue, a oar herzel stard pa gavont ho zro, ha rei bazad evit bazad.
1877
Référence :
EKG.I.
p.160
bazhadoù
bazadou
1931
Référence :
VALL
pg bastonnade
reiñ ur saead bazhadoù da
rei eur zaead bazadou da
1931
Référence :
VALL
pg bastonnade
Ne zegase gwenneg ebet d’ar [S]adorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet.
1944
Référence :
ATST
p.15
Ouzh ar bazhadoù van ne ra / Ha n'anzav ouzhin mann ebet.
Ouz ar bazadou van ne ra / Ha n'anzav ouzin mann ebet.