Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Taol bazh. Reiñ ur vazhad d'ul loen. Ur saead, ur gwiskad bazhadoù : un niver bras a daolioù bazh. [1877] Ha ne d’eo ket an dra-se reiñ d’an enebour bazhad evit bazhad, pe, evit lavaret gwell, tenn evit tenn ? & Dre ast. Taol pounner. Roet em eus ur vazhad d'egile war kostez e c'henoù. 2. Barrad poan lemm. Pa bouezan war ma dant klañv, hennezh a ro ur vazhad din-me. HS. Ber (1), broud, flemm. B. Dre skeud. 1. Gwall daol, reuziad. Diskaret e voen gant ar vazhad-se. Pebezh bazhad am eus bet gant ar c'heloù-se. 2. Rebech, tamall kalet a reer da ub., taol flemmus. Se a oa reiñ ur vazhad din. Gouzout a ouie a-walc'h e oa o tarc'haouiñ bazhadoù dezhañ abaoe an taol all. Setu aze ur vazhad dit a-dreuz da chouk. 3. Respont dichipot. O kaout ar vazhad-se e voent lakaet nec'het-bras. 4. Pemdez Fakturenn, notenn ker-ruz, zo he sammad kalz en tu-hont d'ar pezh a c'hortozed. Sell aze ur vazhad dit ! II. Trl. skeud. Bazhad tan, bazhad gouloù : bann sklêrijenn. Ha me ha gwelet div pe deir bazhad tan o tont eus an tour-tan.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

bazhad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bastonnade, bazat

bazhadoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bastonnade

reiñ bazhadoù

1732
Daveenn : GReg pg bastonner (donner des coups de bâton)

bazhadoù

1732
Daveenn : GReg pg bastonnade, (huile de) cotret

roet bazhadoù

1732
Daveenn : GReg pg bastonner (donner des coups de bâton)

bazhad

1850
Daveenn : GON.II pg bazad (Coup de bâton).

Gant ur vazhad en deus lazhet ar c'hi.

1850
Daveenn : GON.II pg bazad (Il a tué le chien d'un coup de bâton).

bazhadoù

1850
Daveenn : GON.II pg bazad (Coup de bâton. Le pluriel "bazadou" exprime ce qu'on entend en français par "bastonnade", "volée de coups de bâton").

Ha ne d’eo ket an dra-se reiñ d’an enebour bazhad evit bazhad, pe, evit lavaret gwell, tenn evit tenn ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.298

Va eilmestr amañ a gemero an neb a garo, mes ret e vezo dezhañ kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan bennak da druezañ, e c’hellfemp holl chom eno ; tud ar vro-mañ, evito da vezañ touellet gant Doue, a oar herzel start pa gavont o zro, ha reiñ bazhad evit bazhad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.160

bazhadoù

1931
Daveenn : VALL pg bastonnade

reiñ ur saead bazhadoù da

1931
Daveenn : VALL pg bastonnade

Ne zegase gwenneg ebet d’ar [S]adorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet.

1944
Daveenn : ATST p.15

Ouzh ar bazhadoù van ne ra / Ha n'anzav ouzhin mann ebet.

1960
Daveenn : PETO p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial