Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

1. (Pe e vefe heuliet gant "ebet" pe ne vefe ket) Hini ebet. & (en ul lav. diogeliñ nac'h) Ne vo kavet den ebet d'o frenañ. Ne zle den ebet kemer re a gargoù. Ne gredfe den ebet. Den n'en deus gwelet se. Ne oa den war vale. [1878] Arabat eo deoc’h lavaret ho pezo komzet ger ebet ouzhin-me, rak ur gwalldro a c’hellfec’h ober din ; bremañ n'eo ket brav fiziout e den. [1954] Den ne gave re hir oferenn-bred ar gouelioù-berz pa veze « Ann-Mari » o kanañ hec'h-unan evel un aelig Doue e-tal an armolud. & (en ul lav. goul. nac'h) N'eus den ebet en ti ? & (evit respont d'ul lav. goul. kadarnaat) "Tud a oa ?" -"Den ebet". & (gant gerioù all estreget ebet) Ne vanas den ganet. Ne lavarin ket se da zen bev nemedout. 2. Unan bennak. Daoust hag afer den eo kement-se ? 3. (er c'heñveriadennoù) Den ebet : unan all. Honnezh a oar gwriat kenkoulz ha den ebet. Ha gwelet ez eus bet den ebet oc'h ober hevelep traoù ? [1954] [...] bep gwech e veze pedet Soaz Sapeur d'ober war-dro ar gegin, rak goût 'ouie koulz ha den ar stek d'aozañ boued. 4. AN DEN, UN DEN : troienn a reer ganti da ober anv eus ne vern pe zen. Skuizhañ a ra an den o vale e zaoulagad war ar seurt traoù. Ya, tud an den a varv. N'eo ket un den evit chom da vale hep ehan. HS. unan.

Exemples historiques : 
101
Masquer la liste des exemples

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Référence : M. p36

An sanktez a respontas : [«] Skrivet eo na zle den en em veuli nag ivez en em vituperiñ ; an dra-se a gustum an dud sot da ober hag an re travailhet gant vanegloar[. »]

1576
Référence : Cath p9

[«]O pegen maleürus eo an re a ra enor d'an seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Référence : Cath p9

Maz leverzont : [«] Bezet digaset [Katell] dirazomp evit pan vezo koñvinket [eus] he zemerite hag [eus] he sotoni, maz anavezo envat beskoazh na welas den gouvizek[.»]

1576
Référence : Cath p12

7. Laerezh, na viret madoù den / Hep e volontez na gra ken. 8. Nag a-enep den falstesteni, / Gaou e-lec'h gwir ne liviri.

1622
Référence : Do. p28

den ebet ne ra kement-se

1659
Référence : LDJM.1 pg personne (ne fait cela)

6. Ha den a ouife hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ?

1677
Référence : Do. p66

Ned eo ket den da ober kement-se.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

Ned eo ket den da ober se.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

ha den ebet a zo a gement a lavarfe penaos

1732
Référence : GReg pg aucun (y a-t'il aucun qui dise que)

den ebet

1732
Référence : GReg pg aucun (quelqu'un)

den ebet

1732
Référence : GReg pg aucun (aucun, nul)

pa ne red ha ne zired mui ar gwad e korf un den, emañ ar marv gantañ

1732
Référence : GReg pg circuler (quand le sang ne circule plus, c'en est fais de la vie d'un homme)

hep gouzout da zen

1732
Référence : GReg pg clandestinement

hep gouzout da zen

1732
Référence : GReg pg furtivement (à la derobée)

hep rat den

1732
Référence : GReg pg furtivement (à la derobée)

Na'm eus gwelet den.

1732
Référence : GReg pg ame (je n'ai vu ame vivante, ou, ame qui vive).

N'eo ket dereat abekiñ den.

1850
Référence : GON.II pg abéki (Il n'est pas honnête de contrefaire quelqu'un).

N'em eus gwelet den ebet.

1850
Référence : GON.II p.76

An atahinourion n'int karet get den.

1850
Référence : GON.II pg atahinour (les chicaneurs ne sont aimés de personne).

n'en deus azaouez ebet evit den

1850
Référence : GON.II pg azaouez

N'eus den ebet / den.

1850
Référence : GON.II p.76

Diantek eo, pe ne vezo den.

1850
Référence : GON.II pg diañtek (Il est innocent, pur, ou personne ne l'est).

Na ziskuilhit da zen ar pezh em [sic] eus lavaret deoc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg diskula, diskulia (Ne déclarez, ne révélez à personne ce que je vous ai dit).

An davantegezh na zisleber den.

1850
Référence : GON.II pg dislébéri (La pauvreté n'avilit personne).

Bremañ e c'hellit disouchañ, n'eus den.

1850
Référence : GON.II pg pg dizoucha, dijoucha (A présent, vous pouvez vous montrer, il n'y a personne).

N'eus den en ti.

1850
Référence : GON.II pg enn (il n'y a personne dans la maison).

n'eus den

1850
Référence : GON.II.HV pg gour

N'eus den en ti.

1850
Référence : GON.II pg dén (Il n'y a personne dans la maison).

Taolit zoken a-zevri, lod eus ho hordennoù, ha stlapit-i war ho lerc'h, evit m'o dastumo, hep ruziañ, hag hep bezañ tamallet gant den.

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

Na livirit da zen ar pezh hoc'h eus klevet.

1850
Référence : GON.II p.78

Ne oa den ebet en ti.

1850
Référence : GON.II p.78

den ebet

1850
Référence : GON.II p.28, livre premier, "personne".

den

1850
Référence : GON.II p.28, livre premier, "personne".

Nep den

1850
Référence : GON.II p.28 (personne).

Ne oa den en e di.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Il n'y avait personne chez lui ».

N’em eus kavet den ebet er gêr.

1850
Référence : GON.II p.88, livre second, « Je n’ai trouvé personne à la maison ».

Ne welan den.

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, "Je ne vois personne".

nep den

1850
Référence : GON.II pg nép-dén ou nép-hini (aucun. nul. personne).

Da be zen e werzhot-hu ho kazeg ?

1850
Référence : GON.II p.72

Pep den en deus e voazioù.

1850
Référence : GON.II p.74

Dudius oa o buhez : nemeto ne oa ken / O chom en un distro ne anaveze den.

1867
Référence : MGK p45

Evel-se a c'hoarvez, ar re furañ eo a vez tizhet gwellañ gant ar merc'hed, evit deskiñ dezho n'en deus den na fazi.

1867
Référence : MGK p60

Hag ennañ e-unan mar kav den 'bet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek : da bep hini diouzh e c'houlenn, evit er pareañ, me roy ul louzaouenn.

1867
Référence : MGK p10

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Référence : MGK p18

komz a reas evel dek ha den n'er selaoue

1867
Référence : MGK p1

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Référence : MGK p42-43

Unan bennak hor gwelo o vont pe o tont, anat eo ; mat, ma vezit gwelet ganeomp, e vezo lavaret dioc’htu emaoc’h kuzhet amañ, hag a-barzh nebeut emañ soudarded ar Republik o lakaat an tan en ti, ma ne gavont ket ac’hanoc’h, ar pezh ne ray vad da zen.

1877
Référence : EKG.I. p.47

Ha den n’en doa truez ouc’h ar merzher... Truez ! oh ! nann !

1877
Référence : EKG.I. p.40

Kaer o devoe klask ne gavjont den.

1877
Référence : EKG.I. p.15

Ar soudarded a yeas da ober tro ar bourk, mes dre ma’z aent e kavent komzoù rok ; den na deuas ganto, hag an holl a selle a-gorn outo.

1877
Référence : EKG.I. p.232

Siwazh ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur.

1877
Référence : EKG.I. p.99

Bep mintin ha bep noz ez ea Klaodina he-unan, pe Job a-wechoù, mes james den all ebet, da gas dezhañ e damm bara pe e vanne soubenn.

1877
Référence : EKG.I. p.49

Goude bezañ furchet Lanzeon hep kaout den all nemet Paol Inizan, goude bezañ debret hag evet leun o c’hof, lod eus ar soudarded a yeas da Gervern Vras, rak eno ivez e veze kuzhet beleien.

1878
Référence : EKG.II p.75

Arabat eo deoc’h lavaret ho pezo komzet ger ebet ouzhin-me, rak ur gwalldro a c’hellfec’h ober din ; bremañ n'eo ket brav fiziout e den.

1878
Référence : EKG.II p.221

Kaout a rae dezho ne vijent gwelet gant den, p’en em gavjont tal-ouc’h-tal gant Biel an Doenn.

1878
Référence : EKG.II p.192

Gwelloc’h eo e oufe daou pe dri e pelec’h emañ traoù an Iliz eget o gwelet o vont da goll, rak ne oar den petra a c’hell c’hoarvezout c’hoazh dre amañ.

1878
Référence : EKG.II p.266-267

Pedet mat an [a]otro[u] sant Pêr, / Da yac’haat ar paourkaezh laer ; / Yann ar Fluteg, birviken ken / Na lako dorn war vado[ù] den ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Bez’ e voe, erfin, bagadoù n’hall den danevellañ ken diwar o fenn.

1923
Référence : SKET p.91

Diwallour ar C’huzh-heol, doñvaer miled euzh, lazher bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hiñ, dit e roin va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laezh.

1923
Référence : SKET p.36

Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dorn den ebet da stekiñ outo nepred.

1923
Référence : SKET p.128

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Référence : SKET p.115

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Référence : SKET p.68

Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dorn, ne glaskent ken diwar-se plijout da zen all ebet nemet dezhañ hepken.

1923
Référence : SKET p.68

Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armoù, da vinvioù, da zilhad-labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout. Na zigemer skoazell den. Na zeuet ez kerz road digant den !

1924
Référence : SKET.II p.32

Hogen adalek m’oa deut d’hec’h oad-dimeziñ, n’oa ken anv dezhi nemet Kassia dre n’helle den, gant kaer, hegarat ha strivant ma’z oa-hi, mirout d’ober stad anezhi ha d’he c’harout.

1924
Référence : SKET.II p.15-16

Nikun n’eus gouezet, rak ouzh den n’en deus anzavet ar mennozioù o devoa d’ar c’houlz-se trubuilhet e spered hag e ene…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Ez noazh-dibourc’h ez eont, rak ker bras tommder a zo er rannved ma vevont n’oufe an den gouzañv eno dilhad war e gorf.

1924
Référence : SKET.II p.73

Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizheur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep rannañ ger ouzh hini, hep dihuniñ den.

1924
Référence : SKET.II p.12

Peñse en devoa graet, en un tu bennak, war aodoù mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

— Deomp da dañva ar per ! — Ya, ha ma vefemp tapet o laerezh ? eme Bilzig. — Tapet ? diod ’zo ac’hanout !… Gant piv ?… N’eus den en ti, deomp !… Aon ac’h eus-te, marteze ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Eflamm. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Lev-Draezh !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…

1925
Référence : BILZ2 p.129

Lakait ho troad en dour : goustad beg ur vrec’h, evel un aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’eus den kap… Den ne c’houzañvas hep fiñval un hevelep stokadenn…

1925
Référence : BILZ2 p.111-112

Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved.

1929
Référence : SVBV p6

den all ebet

1931
Référence : VALL pg autre

den

1931
Référence : VALL pg (pas d')autre

Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi !

1944
Référence : ATST p.38

Mes soñjal a rae diouzhtu e oa faziet. Piv eta a vije deuet di, d’ar mare-se eus an noz ? Den ebet.

1944
Référence : ATST p.50

Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.

1944
Référence : ATST p.64

— « Ha piv a zo kaoz ? » — « Ne oar den. »

1944
Référence : ATST p.86

Den ebet n'ae da glask pelec'h 'oant bet.

1944
Référence : EURW.1 p22

« A-walc’h ac’h eus galoupet, ha poent eo dit chom pozet da brientiñ da vuhez da zont. Skrivañ er c’hazetennoù, kanañ kanaouennoù, ober sarmonioù d’ar bobl, ne zigasas biskoazh dour da vilin den. »

1944
Référence : EURW.1 p.208-209

Hi a ouie ober ton d’an eil ha d’egile, hep chifañ na dic’hrasiañ den.

1944
Référence : EURW.1 p.197

-« Pebezh Baradoz, emezomp-ni, pegen brav e vije d’an nen tremen e vuhez amañ… »

1944
Référence : EURW.1 p.118

Setu ma tigouezhis just e-kichen gwele ar « pion », 'lec'h ne c'houlle den ebet mont, 'vel-just.

1944
Référence : EURW.1 p31

— « Gant piv emañ ar simbolenn hiriv ? » a c'houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den.

1944
Référence : EURW.1 p21

N’en doa toullet hemañ da zen, anat eo, diwar-benn e huñvre nec’hus.

1949
Référence : SIZH p.40

Ar garantez c'hlan-se, daoust hag iskis, a oa e dra-eñ, e deñzor-kuzh. Ha, dezhañ bevañ e kumuniezh, n'en doa ket d'he c'henlodañ gant den.

1949
Référence : SIZH p.58

- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ.

1949
Référence : SIZH p.49

Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.

1950
Référence : KBSA p.68

Ar sulvezh ma fell din komz dioutañ, fromus e oa tomm an amzer, suilhañ a rae an heol ken a rae [ken na rae], hag o vezañ ne c’hwezhe tamm mouchig avel ebet, netra ne glaske den nemet chom en disheol.

1954
Référence : VAZA p.40

Den ne gave re hir oferenn-bred ar gouelioù-berz pa veze « Ann-Mari » o kanañ hec'h-unan evel un aelig Doue e-tal an armolud.

1954
Référence : VAZA p.15

Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.

1954
Référence : VAZA p.16

Leun-kouch e oa sal vrasañ an ti melen, un dra aes da intent, rak c'hoari a raemp ur Sadorn da noz, netra ne gouste da zen, ha war ar marc'had kinniget e voe goude da bep arvestour bara 'g amann, kafe gant laezh pe un dakenn hini kreñv.

1954
Référence : VAZA p.25

Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.

1954
Référence : VAZA p.36

Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud-vat Priel, rak den all nemedon eus va farrez ne oa er mare-se e skolaj Landreger.

1954
Référence : VAZA p.38

Arabat ' chomfen en ho ser Pe a-hend-all, en ur pred berr, 'Barzh pell, e savfe bec'h, moarvat, War dud ho ti, a gement oad, En abeg din, estren pe gar, Ne vennan den lakaat war var.

1960
Référence : PETO p25

Me ' gred din eo deut ar mare / Hag, emezañ, pa 'z eo dare, / Hep gortoz den da vezañ test, / Lâromp : Alea jacta est !

1960
Référence : PETO p.78

Gant un amezegez. Skoet he deus ouzh an nor met n'eus bet den o tigeriñ.

2015
Référence : EHPEA p13

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Référence : DISENT p61-62

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Référence : DISENT p62

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux