1. Hollad traoù a boazher en ur forn.
Ur forniad gwestell.
&
Ent krenn
Evit lakaat e forniad, ar poder a ya er forn.
2. Ent strizh
Kementad toaz bara, a-raok bezañ lakaet da boazhañ er forn.
Ur vaouez o kempenn he forniad.
&
(impl. da anv hollek)
Labour poazhañ bara.
Ober forniad bep Sadorn. Deiz ar forniad.
3. Dre heveleb.
Strollad tud, studierien prl., a resev ur merk, un testeni a enor, un diplom bnk. a-gevret.
Kentañ forniad katolik. Beleget e forniad Pask diwezhañ.