Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Porzh-houarn. Ur gar vihan. EVEZH. Kemm. ebet er ger "gar".

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

E parrez Sant-Tegoneg, tost d’al lec’h m’eo lakaet bremañ gar an hent-houarn, ez eus en un draonienn, pell dioc’h pep ti, ur chapel savet gant hon tud-kozh en enor da santez Berc’hed.

1877
Référence : EKG.I. p.157

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Référence : SVBV p8

Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.

1944
Référence : EURW.1 p65

Erruout a ris e gar Montroulez da 7 eur d'abardaez an deiz kentañ a viz Here 1898.

1944
Référence : EURW.1 p78

Aogust Cavalier a oa ouzh ma gortoz er gar.

1944
Référence : EURW.1 p79

E kompagnunezh paotred ma c’hlas eus parrez Karnoet, e kemerjomp an tren e gar ar Peniti [...]

1944
Référence : EURW.1 p.191

Gant ma zammig malizenn em dorn, e tiskennis e gar Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p.191

D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.

1985
Référence : DGBD p9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux